Distro-skol ar stummadurioù hir war ar brezhoneg a vo e miz Gwengolo e kreizennoù stummañ ar 5 departamant Breizh. 5 Aozadur stummañ, a ra gant doareoù kelenn nevezus, a ginnig

Distro-skol ar stummadurioù hir war ar brezhoneg a vo e miz Gwengolo e kreizennoù stummañ ar 5 departamant Breizh.

5 Aozadur stummañ, a ra gant doareoù kelenn nevezus, a ginnig stummadurioù grataet war ar brezhoneg. Diazezet eo o bedagogiezh war framm Europat ar yezhoù savet gant Kuzul Europa. Fin ar stummadur e vez gouest an dud da lakaat o anv evit postoù labour e brezhoneg. Tremenet e vez ivez arnodenn an DBY (Diplom barregezhioù war ar Yezh), roet gant an Deskadurezh Stad.

Ar pemp aozadur hag o c'hinnig:

Kelenn : Adal ar 4 a viz Gwengolo 2012 betek ar 17 a viz Mae 2013 e Kemper (29). (Stummadur 8 miz evit an dud c'hoant ganto mont war micherioù an deskadurezh divyezhek pe brezhoneg) Mervent : Adal an 3 a viz Gwengolo 2012 betek ar 5 a viz Meurzh 2013 e Gwengad (29). Roudour : Adal ar 24 a viz Gwengolo 2012 betek an 29 a viz Meurzh 2013, 2 lec'h stummañ ; Karaez (29) ha Douarnenez (29). Skol An Emsav : Adal ar 24 a viz Gwengolo 2012 betek an 29 a viz Meurzh 2013, 2 lec'h stummañ; Roazhon (35) ha Sant Ervlan (44). Stumdi : Adal an 13 a viz Gwengolo 2012 betek an 28 a viz Meurzh 2013, 4 lec'h stummañ ; Aradon (56), Gwengamp (22), Landerne (29) ha Plañvour (56).

Skoazell arc'hant a zo evit stummadurioù-mañ : dre an Ehan Stummadur Hiniennel (CIF) pe steuñvoù stummañ an embregerezhioù evit an implijidi dindan CDI pe CDD. An dud dilabour a c'hell goulenn skoazell ar Rannvro hag ur skoazell ispisial a vez ivez evit ar re o deus c'hoant mont war micherioù ar c'helenn divyezhek pe brezhoneg.

Titouroù :

DAO (Deskiñ d'An Oadourien), kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Pellgomz : 0820 20 23 20 Postel : dao.bzh@gmail.com lec'hienn internet : www.dao-bzh.org

Titouroù ivez war an doareoù all da zeskiñ pe da vont war raok gant ar yezh (kentelioù sizhuniek, stajoù berr, pell zeskiñ dre lizher pe dre ar rouedad...).