Put your name here

Papier
Kafe pemp eur, komz brezhoneg an aliesañ posubl
16 den tro dro ur banne kafe, pep hini a zegas un dra bennag da zebriñ, da evañ, da ziskouez, da rannañ gant ar re all...
Papier de Kerne Multimédia

Publié le 26/11/17 18:16 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

16 den tro dro ur banne kafe, pep hini a zegas un dra bennag da zebriñ, da evañ, da ziskouez, da rannañ gant ar re all... Skol Diwan Kemperle, abaoe 15 vloaz e oa bet kroget da aozañ abadennoù simpl, e kantin ar skol evit lakaat brezhonegerien a-vihanig eus ar vro da eskemm, da ganañ, da zebriñ, ha ken simpl ha tra... da gomz brezhoneg etreze.

Diaes eo a-wechoù evit tud 'zo, tremen teir eurvezh hep ur ger galleg. Ret eo neuze adlavarout ar reolenn evit ma vefe an dud a gompren mat met ne gomzont ket ken brav, en em lakaat da zislipañ frazennoù a-bezh. Met brav eo da welout tud yaouank ha kozh mesket, tud laouen da gaout un emgav miziek evit eskemm, kanañ, c'hoarzhin... Gant ma vo ur "c'hafe pemp eur" e pep parrez, e pep lec'h e vez tud a gomz brezhoneg hag o deus c'hoant da eskemm e yezh ar vro.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 1 commentaires
  G Kerouanton
  le Lundi 27 novembre 2017 17:43
Savet hon eus ivez e Landivizio ur bodad tud en em wel bep pemzektez, evit abadennoù a zaou seurt:
1 - Bep pemzektez, ur brezegenn, gant un den pedet da zont da zisplegañ un dra a oar mat : beajoù Kampostal (Jean Pouliquen); ar rannoù tud en hor bro er 18vet kantved , diwar dielloù eus kanton Plouziri (Louis Elegoet); ar vedisined breton brudet en istor (Laenneg, ...); liseidi Diwan ivez o deus graet berzh. Gant eskemmoù gant an dud, goulennoù , hag ar "Bro Gozh" zoken a-wechoù! War ar stern : arme ar Vretoned eus ar 6vet kantved (armoù, dilhad, doareoù...) gant Benjamin Franckaert hag e vignoned eus ar gevredenn Letavia (gwelet war Google); Maela, Liza, Anjelina , bet e Lise Diwan, a deuio, o zri , da gomz eus o studioù , o micher .Etre 20 ha 30 den a vez bep tro.
2 - Bep pemzektez :" kaozeadenn " evit lakaat an dud da gaozeal ar muiañ posupl : kanaouennoù a bep seurt; istorioù farsus; akordeoñs; armoù ha dilhad eus ar 6 vet kantved; gerioù eus ar vuhez war ar maez n'eus ket keit-se; pennadoù berr e brezhoneg war hon istor (Anna Vreizh; emgann Ballon,...) ; echuiñ a ra bep tro gant ur banne te pe kafe gant kouignoù. Dont a ra tud yaouank, lod bet e Lise Diwan. War-dro bep hanter eur e vez cheñchet an tem , evit ma vije dedennus d'an holl. Kroget hon eus gant 20 den evit an abadenn gentañ ...
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.