Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Tad-kozh an Nedeleg e bro Dreger, ou la tournée trégoroise du Père Noël !
Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a deuio da sikour ar strollad Ai'ta ! en e stourm evit ar brezhoneg ? An tad Nedeleg e-unan ! Hennezh
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 16/12/13 12:14

Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a deuio da sikour ar strollad Ai'ta ! en e stourm evit ar brezhoneg ? An tad Nedeleg e-unan ! Hennezh hag a oar kement yezh 'zo er bed a oa dipitet bras peogwir ne reseve lizher ebet e brezhoneg abaoe pell a oa.

« Poent bras eo din mont da welet penaos emañ kont du-hont » en doa soñjet.

Dont a raio neuze d'ober un tamm tro e Bro-Dreger d'ar sadorn 21 a viz Kerdu, ha reiñ a ra emgav d'an dud :

- e Gwengamp, war plasenn ar Vali, da 10 eur

- e Montroulez, war plasenn an ti-kêr, da greisteiz hanter

- e Plistin, war plasenn an 19 a viz Meurzh 1962, da 2 eur g.k.

- e Lannuon, war plasenn an ti-post, da 4 eur 30

Moaien a vo d'ar vugale (ha d'o zud !) dont da welet anezhañ ha da gas pe da lenn o lizher-profoù e brezhoneg dezhañ, pa vo e lutuned o reiñ ton dezhi gant sonerezh hag arvestoù plijus a-bep seurt... a-raok na gemerfent penn an hent !

Daou bal a zo d'an abadenn-mañ. Da gentañ, reiñ an tu d'ar vugale (hag a zo niverusoc'h-niverus o teskiñ brezhoneg er

skolioù) da glevet ha da gomz brezhoneg e-maez o skolioù.

Da c'houde e fell dimp kinnig d'an holl dud a gomz hag a souten hor yezh d'en em gavout evit tremen ur prantad plijus ha divoaz an holl asambles. Setu un doare all da diskwel nerzh hor yezh war ar blasenn foran.

Pedet eo an dud gour ivez da dont stank ha stank gant o lizher-profoù, ha pa vefe skrivet en ur mod sirius pe faltazius penn-da-benn.

« Gwel' a rit, n'eo ket diaes kas lizheroù e brezhoneg memestra ! » eme an Tad Nedeleg. « Ha paotred al lizheroù, petra zo kaoz ne welan tamm brezhoneg ebet en tier-post ? » Ai'ta ! a sav a-du gantañ evel-just. Un digarez brav a vo e droiad da dont da lavaret ur wezh c'hoaz 'meump c'hoant bras da welet ha da glevet ar brezhoneg en tier-post... hag en holl servijoù publik !

Mont e darempred : ai.ta.treger [at] gmail.com

Pour les fêtes de fin d'année, c'est le Père Noël en personne qui viendra apporter son soutien au collectif Ai'ta ! pour la défense et la promotion de la langue bretonne ! Il ira à la rencontre des brittophones, petits et grands, au cours d'une tournée dans le Trégor le samedi 21 décembre, et donne rendez-vous à tous ceux qui le souhaitent :

- à Guingamp, place du Vally, à 10 h

- à Morlaix, place de la Mairie, à 12 h 30

- à Plestin-les-Greves, place du 19 Mars 1962, à 14h

- à Lannion, place de la Poste, à 16 h 30

Chacun pourra lui remettre ou lui lire sa lettre en breton, au son de la musique que joueront ses lutins facétieux… avant que le joyeux convoi ne reprenne la route !

Le but de cette action est double. Tout d'abord, nous voulons donner l'occasion aux enfants, qui sont de plus en plus nombreux à apprendre le breton à l'école, d'entendre et de parler notre langue en dehors du cadre scolaire.

Ensuite, il s'agit de proposer à tous ceux qui la parlent et la soutiennent de se rassembler pour partager un moment convivial et inhabituel, et ainsi de démontrer, sur la place publique, la vitalité de notre langue.

Les adultes sont d'ailleurs invités à venir nombreux avec leur propre lettre de Noël rédigée en breton, que celle-ci soit réaliste ou fantaisiste.

Cette tournée sera également l'occasion pour Ai'ta ! de réaffirmer sa volonté de voir le breton être lu, écrit, parlé, dans les Postes... et dans tous les services publics !

Contact : ai.ta.treger [at] gmail.com

Document PDF . Source :
pas de code
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 8) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons