Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Nevezenti zo evit distro-skol Edubreizh
Kinniget e vez c’hoazh, gant ar savenn-stummañ enlinenn evit netra, un toullad mat a zanvez evit ar re c’hoant ganto anavezout pe deskiñ ar yezh pe adwelet o brezhoneg war
Par JF Le Cloarec pour Skolanet le 12/09/13 20:10

Kinniget e vez c'hoazh, gant ar savenn-stummañ enlinenn evit netra, un toullad mat a zanvez evit ar re c'hoant ganto anavezout pe deskiñ ar yezh pe adwelet o brezhoneg war internet.http://www.edubreizh.com

Kustumet eo bremañ implijourien ar savenn d'ober o mad eus an dafar pedagogel emstummañ kinniget (kevatal, well-wazh d'ur bloavezh kentelioù noz). Sed e c'hello ar wiaderien kemer perzh e c'hoari bras Edubreizh en-dro : seul vrasoc'h o ferzh war ar savenn (foromoù, flap, rouedad) seul vuioc'h a chañs dezho da c'hounit profoù kinniget gant kevelourien Edubreizh (Embregerezhioù, arzourien, skrivagnerien ar vro …).http://www.edubreizh.com/et-bien-jouez-maintenant/

Met ar pep nevesañ evit distro 2013 eo ar c'hentelioù sizhuniek enlinenn digoust. Lusket ha buhezet e vint gant Erwann Denez bep merc'her etre 14e30 ha 15e30. Diazezet e vo ar frapadoù diwar skeudennoù o tennañ d'un dodenn bennak. Pep hini a c'hello kemer ar gaoz ha rein e soñj dre gomz. Skoazellet ha sikouret e vint gant Erwann.

Kinnig a ra Edubreizh lakaat e-kerzh ar gelennerien a fellfe dezho, e zoare mont en-dro evit netra, evito da ginnig eurioù ha dodennoù all.http://www.edubreizh.com/chat-video/

Traoù nevez all zo da gaout a-raok fin ar bloaz, dav deoc'h gedal, vo ket lâret pep tra e Miz Gwengolo…

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons