Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Amzer nevez ar yezhoù bihan ?
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 2/04/13 23:01

Trist an dud, da heul komzoù Hollande hag evit dazont hor yezhoù bihan en Europa. Nerzh ebet ken ?

Skuizh an dud, fur ha sentus betek re, tud an Emsavblishment, c'hoant d'ober un dra dic'hortoz gant un nebeud anezho, a ziskouezfe nerzh ar re a stourm abaoe bloavezhioù evit ma vefe un dra reizh, ordin, komz brezhoneg e Breizh, evel ma vez ar bleiz o yudal pe ar mor o tiroc'hal... Ha netra evit ar poent, sioul ha kousket-mik eo ar vro.

Dre chañs e teu an nerzh, dousig, dre ar skolioù, an dud a ra kammedoù bihan, deiz-ha-deiz. Ur wech e oa, hag ur wech e vo...