Morwenn le Normand et Roland Conq ba Kemperle gant bugale fur ha foll
-- Festivals --
Chronique de Kerne Multimédia
Porte-parole: Fanny Chauffin
Publié le 15/01/18 23:22 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Gouel ar vugale, se zo un dra nevez b'ar vro. A-raok e oa ur fest deiz, gant tud deuet, kozh a-walc'h.
Ur bariadenn eo gant tud ar vugale Diwan Kemperle da lakaat ar vugale war ar stern, da ginnig dezho stalioù, hag un abadenn evit echuiñ. N'eus ket kalz a abadennoù hiziv an deiz evit ar vugale : c'hoariva (re nebeut : strollad Kallag, Strollad ar Vro Bagan, Erwan Hemeury, ...) n'eus ket a-walc'h, hag evit ar 17 000 bugel skoliataet e brezhoneg e vez kanet gant Jakez ar Born ha Perryn, Katell Kloareg ha Fred, Mona Jaouen, Jean-Luc Roudaut... Ha pa vez prientet an abadenn er skolioù, pa vez klevet ar vugale o kanañ "ul loen bihan o vont d'ar skol" asambles, pegen bravoc'h eo eget bugale o redek ha kerent diseblant !
Voir aussi :
- Le roi de Toutordur, une fable à répandre par Kerne Multimédia le 18/11/2017
- Le marathon de P'tit Louis par Kerne Multimédia le 18/11/2017
- Youenn Gwernig e dilhad Sul par Kerne Multimédia le 05/10/2017
- Eric Le Lann et Lors Jouin : un CD prometteur par Kerne Multimédia le 04/10/2017
- Roderig : kroget oa bet e 2015 ! par Kerne Multimédia le 01/10/2017
- Bobia, pladenn nevez Beat Bouet trio par Kerne Multimédia le 28/09/2017
Doktorez e Skol Veur Roazhon 2 hag e strollad Ermine-CRBC. Kelennerez e lise Kemperle. Blogerez en ABP abaoe 2005, amzer skrivañ kalzig a bennadoù, kantadoù a videoioù... ha da vezañ lennet meur hag 1 500 000 gwech. Lec\'hiennoù all : Pajenn Facebook Ermine, Cent pour un toit Pays de Quimperlé, Roz Glas, Féa, Tv Bro Kemperle,Tv Tro Dro Dit (You Tube)
Vos commentaires :