photos/44/44092_1.jpg
Ur c'hlasad e XIXvet kantved, ar Pouldu, Kloar Karnoed
- Chronique -
Stummadur ar skolaerien : hir an hent, skuizh an den ?
28vet pennad war 40 vloaz Diwan : ur sapre hent graet, met ur stummadur hiroc'h-hirañ. Hag efedusoc'h eo evit ar vicher ?
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 15/01/18 23:49

28vet pennad war 40 vloaz Diwan : ur sapre hent graet, met ur stummadur hiroc'h-hirañ. Hag efedusoc'h eo evit ar vicher ?

Stummadur ar skolaerien hag ar gelennerien

Evit bout skolaer e Diwan... seizh vloavezh studi, evel evit bout mezeg... Penaos kemer kement a amzer a-raok labourat da vat pa oa, da vare Denez Abernot, e 1977, ezhomm da gaout ar vachelouriezh nemetken evit kelenn, hep kaout amzer d'en em stummañ war ar bedagogiezh ? Ha gant seizh vloavezh, ne vez ket gouestlet kalz amzer d’al labour er c’hlasoù... Petra eo an abeg neuze ?

Sell war stummadur ar skolaerien gant Bernard Grosjean ha Pierre Rohou

Hervez Bernard Grosjean eo echu amzer ar skolaerien a ouie ur bern traoù desket ‘maez ar skol, hag a zeue eus familhoù a bep seurt e bro C’hall. Hiziv an deiz e vez gwelet skolaerien heñvel, heuliet studioù hir ganto... Evit Jean Rohou, e teu ar skol hiziv an deiz da vout ar c’hontrol eus ar pezh a vez lavaret war talbenn pep ti-kêr : "Frankiz, breudeuriezh, dizingalded" (titl levr Jean Rohou). Ar wirionez a oa gant Pierre Bourdieu : ne ra ar skol nemet adproduiñ ar memes re, mab ur mezeg o vont da vezeg, hag ur bern bugale laosket a-gostez siwazh.

Skol an dazont : Ken Robinson ha pedagogourien a-vremañ ?

Muioc’h-mui, e broioù all, e vez lakaet an nerzh krouiñ hag al liesyezhegezh e penn ar raktresoù kelenn nevez. Den ebet ne oar peseurt micherioù a vo a-benn dek, ugent vloaz. Evel en Island, pe broioù an Norzh, ma ne vez roet notenn ebet d’ar vugale a-raok 15 vloaz ez eus ur sistem a lak an intrudu, al labour a-stroll hag an doare hiniennel da vont war-raok e-kreiz ar c’helenn. Ha neuze ? Lenn, skrivañ, kanañ, produiñ ur sevenadur a rankfe bout e-kreiz stummadur kelennerien yezhoù minorelaet evel ar brezhoneg : skol an dazont a vefe Diwan, hag evit ar skoliata en Europa hag evit ar brezhoneg ? Gant ma vo ur gwir rouedad kelennerien, tud o kenlabourat, tud o klask, doareoù nevez da gelenn, doareoù a lak ar vugale war hent an emrenerezh, an doujañs, ha nompas war hent ar gevezerezh hag ar stourm evit flastrañ ar re all a zo war an hent...

Voir aussi sur le même sujet : stourm, 40 vloaz, deskadurezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 1 commentaires
Emilie ar Berr Le Mardi 16 janvier 2018 12:15
Arabat bezañ nec'het, tost achu eo ar gezeverezh ekonomiezh. Traoù a zo desket er skolioù hiriv an deiz ne dalvint ket. Marteze, merket ho peus e vez komzet kalz diwar-benn "IA" (kalvezel skiant ? intelligence artificielle ) e penn ar bloavezh nevez. Ur bern a micherioù o vont da goll, ha micherioù gant studi hir ivez. "Block Chain" zo deuet ivez. Bountañ a raio Block Chain micherioù ar genwerzh, micherioù al lezenn. Se zo a dalv ma vefe energiezh awalc'h ... n'eo ket sur.
Studi hir zo e dalc'h an energiezh ivez...
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons