62 vues

Paneroù, skoulmoù martoloded, gorro ar saout, lenn, c'hoari, selaou, kanañ : a bep seurt a zo bet graet evit ar vugale gant kerent ha mignoned ar brezhoneg

Paneroù, skoulmoù martoloded, gorro ar saout, lenn, c'hoari, selaou,

kanañ : a bep seurt a zo bet graet evit ar vugale gant kerent ha mignoned ar brezhoneg.

Sal vras ar C'hoad Kaer, fest-deiz ebet hiziv, met stalioù e pep lec'h, hag e brezhoneg, mar plij. Dremmlivaj, lenn, ober karnedoù arzel, ober ur baner gentañ gant Jo pe Maurice, ha, goude ar merenn vihan, mont da selaou Morwenn le Normand. Peadra da cheñch sell ouzh ar vrezhonegerien ! Gourc'hemennoù d'an aozerien ha trugarez d'ar vugale deuet da vout haroze.ze.d an devezh !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....