- Dépêche -
Keloù mat war an douar : un ti-post e brezhoneg e Karaez !
Gwir eo, ha n'eo ket marteze
Par Fanny Chauffin pour ABP le 5/11/12 14:28
Keloù mat war an douar : un ti-post e brezhoneg e Karaez !
Echu gant pismigerien, tristidigezh ar re a gred n'eus ket moaien mont war raok war an tamm douar-patatez-mañ : e Karaez ne oa ket bet Aita o stourm, ne oa ket bet tud o vanifestiñ, oc'h aozañ ur c'houlennaoueg.
Graet oa bet, evel ma faotfe e pep lec'h e Breizh. Divyezhek ar vro, diveyezk an ti-post. Gant ma vo ken simpl e mizioù o tont, ret eo kas ar foto-se d'an holl tiez-post ne gredont ket ober. Bec'h dezhi !
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....