Sinet e vo ar c’henemglevioù d’arc’hantaouiñ al linenn tizh bras Breizh-Broioù al Liger d’ar Merc’her 13 a viz Gouere. Eno e vo Thierry Mariani, ministr an Treuzdougen, ha Dominique Perben, prezidant Ajañs arc’hantaouiñ an danframmoù treuzdougen e Frañs.
Setu aze ur c’hammed war-raok ouzhpenn graet gant ar raktres penn a-raok-se evit Rannvro Breizh.