Pedet eo bet ABP gant ur familh, da drehentiñ ar galv-mañ :
“Klask a zo war ur skoazellerez-vamm vrezhonegerez, pe ur vagouri e lec'h ma vez komzet brezhoneg d'ar vugale, etre Plouha ha Sant Brieg, evit ur babig eus Staol a zeuio a-benn nebeut.”
Anaïs Leroux a zo aet e darempred gant Divskouarn, ar gevredigezh a labour war diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata, met siwazh n'eus netra tro-war-dro evit poent.
Kenderc'hel a ra Anaïs « Setu perak e klaskan tud dedennet, tud war ar vicher HA kerent, a-benn sevel ur raktres mikro-vagouri, pe simploc'h, kavout ur skoazellerez-vamm hag a vefe laouen o tont da labourat amañ. ».
Ma z'oc'h dedennet, kit e darempred ganti !
anais.leroux [at] yahoo.fr
06 77 08 94 65