Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Argasadeg ar Romed, lamidigezh ar vroadelezh gall : Nann d'ar c'hlanidigezh etnikel 
Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh. Ar ger « communautarisme » a vez graet gantañ alies gant lod eus aduidi nemeto ar mennozioù republikan da gas da get oberiantiz strolladoù sevenadurel, relijius pe etnikel ha mirout ouzh ar strolladoù-se ma vefe gounezet gwirioù ganto.
Par Ludovic Louboutin pour Gorsedd de Bretagne le 1/09/10 22:44

Kemper d'ar 26 a viz Eost 2010

Kemennadenn eus Gorsedd Breizh : Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh

.

Ar ger « communautarisme » a vez graet gantañ alies gant lod eus aduidi nemeto ar mennozioù republikan da gas da get oberiantiz strolladoù sevenadurel, relijius pe etnikel ha mirout ouzh ar strolladoù-se ma vefe gounezet gwirioù ganto. Peget e vez seurt skritell ouzh kein difennourien yezh ha sevenadur Breizh.

Oberiantiz ar strolladoù tud-se ha pa vefe kaset da benn e framm ar stourm demokratel, a vez tamallet dezhi memes tra lakaat en arvar unvaniezh ha dirannadusted ar Republik.

 

Goursez Breizh, Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, kevredigezh preder dengar, a felle dezhi sachañ evezh an dud war an traou gwirion evel m'emaint a-eneb d'ar sorc'hennoù filozokel skignet gant aduidi nemeto ar Republik.

 

Evit gwir emañ pennaenn ar wallziforc'h e lein ar Stad republikan. Klask a ra al lein-se ober un diforc'h etre an dud dezho ar vroadelezh gall, ar pezh a zo control d'ar mellad kentañ eus al Lezenn Diazez.

 

Gwashoc'h c'hoazh : dibabet o deus renerien ar Republik gall skeiñ gant ur strollad etnikel ispisial, d.l.e ar Romed, anezho koulskoude sitoyaned eus Europa evel ar C'Hallaoued.

 

Ar c'hreskadur-se en euzhusted a deu war lerc'h an aergelc'h mougus skignet gant an diviz diwar benn idantelezh broadel Bro C'Hall

 

Dija o deus graet ar c'hazetennoù en estrenvro gant « glanidigezh etnikel » (« ethnic cleansing ») eus politikerezh ar Gournamant gall.

Goursez Breizh a sav a enep fallaenn ar gouarnamant war ar surentez, blaz ha c'hwez ar ouennelouriezh warni. Klask a ra hor renerien e giz se kuzhat an trabasoù a zo ouzh o c'hrignat ha c'hwitadenn o folitikerezh sokial hag ekonomikel. Gelver a ra ar C'Hoursez da gemer perzh er manifestadegoù aozet gant Kevre Gwirioù Mabden d'ar 4 a viz gwengolo da skouer.

Evit ar C'Hoursez, Per Vari Kerloc'h

Drouiz Meur Breizh

plg : 06 07 77 15 89

Document PDF Kemennadenn eus Breudeuriezh Drouized Barzhed hag Ovizion Breizh a-enep ar c’hlanidigezh etnikel. Kemper d'ar 26 a viz Eost 2010.. Source :Goursez Breizh
Voir aussi :
logo
Gorsedd Breizh : Breudreurieuzh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, savet e 1899.
Fraternité des Druides, Bardes et Ovates de Bretagne, fondée en 1899.
[ Gwelout pennadoù all Gorsedd de Bretagne]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons