Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Treizerien ha klaskerien soñjoù : deskiñ kontañ, kanañ ha c'hoari,miz Kerzu.
Treizerien soñjoù kroget mat e Kemper gant pemp raktres : skrivañ gant Mai Ewen, yoga gant Manu Mehu, kan ha diskan gant Louise Ebrel, kontañ ha kanañ gant Jean Floc'h ha Kristian Duro, ha c'hoari pezh gant Tomaz Kloareg deus an Teatr Piba.
Fanny Chauffin pour ABP le 17/12/10 22:06

Chans o deus  skolajidi Diwan da gaout dindan ur sizhuniad kement a vrezhonegerien a-vihanik ha gouest da reiñ dezho kement a alc'houezioù evit dizoleiñ ar brezhoneg. A-wechoù n'eo ket aes : "Perak distagañ ken difonn ? Perak n'eo ket memes brezhoneg ha ni ? Ne m'eus ket komprenet tout. " 

Met a-benn ar fin e weler anezho o selaou gwelloc'h hag o reiñ un tamm liv d'o brezhoneg, un tamm paour ha divlaz anezhañ. 

Deskiñ kontañ o deus graet gant Kristian Duro ha Jean Floc'h deuet da gontañ "Ar Chevailher " dezho. Deskiñ distagañ ha lenn gwelloc'h an destenn e oant kroget da bleustriñ warni gant Tomas Kloareg. Hag ar strollad kan ha diskan,  daouzek plac'h hag ur paotr ennañ, o deus desket kanañ ur plinn, ar pachpi hag un ton da selaou. Gant Louise eo kreñvoc'h al liammoù : merc'hed plijet gant ar c'han, fromusañ an darempredoù gant profouigoù bihan, kanaouennoù kompozet. 

Goude an emgav kentañ e chom kalzik  labour, deskiñ gwelloc'h, gouzout pozioù ar "chansonioù", gallout fiñval ha labourat asambles. 

Evit ar re 6vet eo diaes a-wechoù chom peoc'h e-pad pell, diaes doujañ ouzh ar re all, hag ouzh an den deuet da gontañ marvailhoù dezho. Tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann. 

Gant emgavioù reoliek e vez graet pazennoù bras. Emgav a-benn miz Meurzh eta evit gwelout araokadennoù ar re yaouank. Ha brav al labour kaset a-drugarez da Guzul Meur Penn ar bed evit sikour seurt degouezhioù. ■

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1284 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons