






328 vues
Laouen tre on da zegemer ar priz evit Tan. Kement a nerzh hag awen hag amzer em eus roet evit krouiñ anezhi. Graet em eus ma seizh gwellañ ha plij a ra din ar bladenn-mañ muioc'h eget ar pladennou 'meus graet a-raok.
"ABP- Ha neuze, Lleuwen, laouen gant priz ar bladenn wellañ ?"
Laouen tre on da zegemer ar priz evit "Tan." Kement a nerzh hag awen hag amzer em eus roet evit krouiñ anezhi. Graet em eus ma seizh gwellañ ha plij a ra din ar bladenn-mañ muioc'h eget ar pladennou 'meus graet a-raok.
Diaes-tre din krediñ on bet priziet e Breizh koulskoude. Ijinit bezañ em flas. . . tri bloaz zo ne ouien ket Breizh pe ar brezhoneg hag an amzer zo tremenet ken buan abaoe. Ne meus ket raktreset chom amañ. Ne meus ket bet amzer da brederiañ zoken. Met dont a ra tonioù em fenn ha mennozhioù d'ar gitar. Skrivañ a ran tammigoù nevez bepred, e kembraeg peuriesañ met e brezhoneg ivez. Klask a ran. Goud a ran brezhoneg gwelloc'h bremañ eget ar pezh a ouien pa em boa savet kanaouennoù "Tan." E-kreiz ma stummadur c'hwec'h miz e Roudour e oan ar mare-se ha savet meus ar c'hanaouennoù-se evit deskiñ traoù, evit c'hoari gant gerioù. Klask a rin mont peloc'h war an hent ar yezh ha prometiñ a ran deoc'h e savin kanaouennoù nevez e brezhoneg (gant poezioù gwelloc'h!) ar wech o tont.
Mil bennozh da Vincent Guerin da seniñ ganin evit ar bladenn hag evit e vennozhioù di-voutin, leun a ijin. Chañs bras em eus da labourat gantañ. Barrek, barrek-tre eo ha deskiñ a ran kalz a draoù digantañ.
"ABP- Petra a blij dit e bedig bed ar brezhoneg ?"
Ur bedig? Ne gavan ket. Ur bed bras, nevez eo evidon . . . gant kement a draoù da zizoloeiñ ha kement a blas evit krouiñ traoù nevez.
An dud a zo heñvel met diseñvel eget tud ma bro.
Ur yezh a zo heñvel met diseñvel eget ma yezh-vamm. E-giz ar ying hag ar yang. Deskiñ a ran traoù diwar benn spered Bro Gembre dre vezañ amañ ha plij a ra din kalz mont en dro da'm bro gant soñjoù ha selloù nevez.
"ABP- Dougerez out. Peseurt dazont 'pije c'hoant da dresañ evit ar c'hrouadur a vo a-benn nebeut war an douar ?"
Sevel a rin ma bugel e kembraeg ha brezhoneg. Deskiñ a raio galleg dre vevañ amañ ha saozneg dre dremen amzer e Kembre pep hañv. Gwelet vo met spi meus e vo tu ober mod-se.
Commentaires (34)
Un doare Jane Birkin 'giz Keltia" an hini eo ? Graet a ratozh-kaer eo ar fazioù-yezh ? Ne vefe ket gwelloc'h priziañ arzourien a oar ar yezh da vat ? N'eo ket se a vank, koulskoude !
Muioc'h-mui e tro "Prizioù" F3 da "bardon ar bidouzien", m'eus aon.
Met pa vez anv da lakaat ar yezh war-wel da geñver degouezioù ofisiel eo gwelloc'h ganin e vefe direbech ar c'hrouidegezhioù ha brezhoneg ar re a lakaer war ar sichenn, setu tout.
Evidon eo un dever ober gant ur brezhoneg propr a-walc'h, memes tra, ha pa n'eus ket ur prezegenner ampart ac'hanon, pell alese, e klaskan distripañ ma yezh ar reishañ ar gwellañ.
Gwir eo on bet feuket gant ar fazioù-yezh am eus lennet, e-giz ma vefen bet ken feuket all o lenn ur pennad-kaoz gallek eus ar memes seurt."Refleks" un den kar-e-yezh ne oa ken, digarezit ac'hanon ivez.
Da'm meno, n'eo ket abalamour da stad ar brezhoneg e ranker "pladañ" e-giz-se e pep keñver.
G.s : Dont a ra brav hor yezh ganeoc'h, gourc'hemennoù !
#"an dud o deus c'hoant deskiñ brezhoneg" -> "an dud o deus c'hoant DA zeskiñ brezhoneg"
#"forzh peseurt o live !" -> "forzh peseurt live int !"
#"D'ho kelaouiñ moa desket brezhoneg tri vloaz tremenet" -> "Deoc'h da c'houzout em boa desket brezhoneg tri bloaz 'zo"
Ha kement 'zo.
Jane Birkin keltiek? Ha neuze? N'eo ket plijet ar paotr Berrou? Ne vern din. Selaou, adselaou ha selaou a rin c'hoazh kanaouennoù Lleuwen. Ha pa ve chifet brezhonegerien a-ouenn-vat.
Sikour da lakaat an traoù da vont àr-raok a zo gwelloc'h eget burutelliñ.
Ha mersi bras da bPierre Le Lostec a zo brav e vrezhoneg.
Me n'on ket a-du gant an dud a lavar ne servij da netra ar yezhadur pe ar fonologiezh. Ned eo ket gwir, tamm ebet ! Framm kuzh ur yezh eo ar yezhadur ha dilhad ar yezh eo ar fonologiezh. Ha seul vrasoc'h ar mestroniañ hor bo warno, seul vrasoc'h e vo hor galloud gant hor yezh...Hor yezh vroadel, yezh hor gouenn...Ha meot-barzhed tadoù-yezhadurion a vo graet ac'hanomp, me a lavar deoc'h !
Petra eo ar barzhed ma n'int ket ar vistri nemeto war ar yezh ?
E brezhoneg e ranker ober war ar bajenn-mañ din da c'houzout. Mantrus eo gwelet genaoueien o tufañ war ur ganerez he deus graet ur mell striv da zeskiñ ur brezhoneg kaer. N'eus den disi, goût 'ouifemp a-walc'h ma vefe ! Kement a vez graet e brezhoneg a vez barnet kerkent, re aes eo barn un arzourez a zo bet o kiañ mizioù-pad da zeskiñ hor yezh, da grouiñ traoù nevez en hor yezh, ha da lipat ur priz n'eo ket bet gouest an hanter ac'hanoc'h da gaout ! Trawalc'h, ha doujañs ouzh an dud un disterañ marplij ganeoc'h.
En destenn gentañ bet skrivet ganeoc'h, teir linenn anezhi, ez eus 3 fazi, en eil pennad em eus gwelet 8.
D'ho sikour : er pennad kentañ, 1 fazi reizhskrivadur, 1 fazi yezhadur hag unan all war ster ur verb.
En eil : 5 fazi reizhskrivadur (unan anezho o tiskouez ur fazi distagadur a-dra-sur), ur fazi yezhadur ha 2 gallekadur.
Hag evit al Losteg (sapre brabañser anezhañ diouzh dibab e anv kuzh), brav eo klask reizhañ ar re all met gwelloc'h e vefe hen ober mat ivez : ho"forzh peseurt live int" n'eo ket gwall vrav, gwelloc'h e vefe "forzh peseurt live ma vefent", a gav din.
Gwelloc'h bezañ war evezh pa glasker kenteliañ ar re all, e-mod-all e vezer tapet glapez buan paotred!
@ Pêr Leon. Ken lu eo ho toare hag hini Berrou, a-benn ar fin. C\'hwi ivez zo gwall levezonet ho prezhoneg gant ar galleg, me soñj (an hini all o vezañ ur fazi bizskrivañ/ l\'autre étant...)! Ha n\'eo ken \'met ur skouerig e-touez reoù all en ho kemmenad !
Embannet \'n eus Berrou ar pezh a oa war e galon, setu holl, rak gwir eo e oa fazioù-yezh SPONTUS en atersadenn, ne c\'hallfe den en dislavarout.
Me n\'em befe ket graet e-giz Berrou met n\'en deus ket tor penn-da-benn tout memes tra (si vous souffrez ce misérable gallicisme).
Met a-raok pep tra e vefe poent klozañ an tabut-se, a gav din, rak ouzhpenn bezañ difrouezh-lipr n\'eo ket gwall enorapl e-keñver ar plac\'h yaouank nag evit ar vrezhonegerien. War ar poent-se on ali gant ar braz eus an dud. Gant ar vezh !
Peogwir em eus lennet traoù amañ a ya pelloc'h eget barn ma c'hanaouennoù nemetken. Ho respontoù a zo un arouez, o tiskouez, ur wech c'hoazh, e peseurt stad emañ ar brezhoneg. Ho respontoù o deus lakaet ac'hanon da brederiañ, da soñjal em bugel, an hini bihan a zo em c'hreiz ha n'eo ket erruet er bed-mañ c'hoazh. An hini a vo desavet e brezhoneg.
Pardoniñ ma-unan evit ar fazioù a ran a rankan ober. 'E-mod-all ne vefe ket posubl din mont war-raok. Ne c'hell den deskiñ ur yezh erruet d'an oad a 30 vloaz ha bezañ barrek diouzhtu. Daou vloaz zo em boa kroget gant ar brezhoneg. Ha c'hwi? Gouest oc'h da bardoniñ ac'hanon ivez? Ober a ran nebeutoc'h a fazioù hiziv eget ma raen tri miz zo. Hag en dazont e rin nebeutoc'h ha ma ran hiziv. "Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann."
Ar brezhoneg a zo en arvar. N'hon eus ket ezhomm eus roll "Yezhoù En Arvar" an UNESCO da gompren; an holl amañ a oar se. Karout a reomp ar yezh. Sañset omp da vezañ war ar memes tu. Perak neuze e klaskit digalonekaat ar re a zo o teskiñ brezhoneg, o vevañ ennañ hag o klask krouiñ gantañ? Petra ' vez gounezet dre ober seurt traoù? Emzistruj bras ha netra ken. Ar vezh zo bet lakaet war ar vrezhonegerien abaoe re bell . . ha c'hoant ho peus da genderc'hel gant ar boaz-se dre lakaat ar vezh war ho breudeur ha c'hoarezed? Ne vefe ket gwelloc'h klask echuiñ gant an dra-se? Soñjit un tammig pelloc'h. . .
E niveradeg 2001 e Bro Gembre e oa bet 5 500 den du o tiskleriañ e ouient kembraeg hag e raent gantañ bemdez. Souezhusoc'h c'hoazh : kresket eo niver ar gembraegerien a zo a-orin Sinat hag Aziat dre vras. Kembraeg ar re-mañ a zo disheñvel ouzh hini ar re a oar anezhañ a-vihanik (evel-just) met kembraeg eo memestra. Bevañ a reont er yezh. O c'hembraeg a zo ken bev ha ken talvoudus ha ma hini. Deomp-ni ne dalv ket ar boan da lârout traoù negativel diwar-benn o fouezmouezh nag ar "fazioù yezh SPONTUS" a reont. N'eo nemet dre zigeriñ an dorioù d'ar re a zesk ar yezh e c'hell ar c'hembraeg chom bev.
Trugarez deoc'h evit ho respontoù. Ober a ra vat da brederiañ un tammig. Un dra zo sur . . . ober a rin ma seizh gwellañ da reiñ fiziañs d'ar brezhoneger bihan a vo amañ a-benn nebeut. Gant ar spi e vo digor e spered. Ha mezh ebet gantañ. Pell, pell, pell eus ar mennozhioù strizh a lak e yezh en arvar.
Lleuwen Steffan (pe Jane B! C'ha! C'ha!)
Digarez ma ran ur fazi e brezhoneg, n\'eo ket va yezh vamm kennebeut. ur \"Jane Birkin\" all eus Bro Gembre, bet gouestlet ouzhpenn 20 vloaz eus he buhez evit ar brezhoneg. Bevet ar brezhoneg, bevet ar sonerezh, bevet bro Breizh e lec\'h ma\'z eus plas evit burutellat hep tagañ hag ober poan d\'ar re all.
Met desket neus Lleuwen ar Brezhoneg, ha desket ken mat ivez. Skrivañ a ra gwelloc’h e ged on. Me zo hanter breton hag hanter kemread – va mamm zo deus bro bragan met bevet meus va holl buez e bro gembre. Va skritur e brezhoneg neket gwell vat. N’ouzan ket bep ger a lefen gouzout evit gllout implijañ va yezh bemdez – awezhou, red eo din da glask ur ger galleg pe kemraeg en e lec’h. Ben dau sizunvezh, me mo va babig kentañ, ha bevañ a ran e bro gembre, met c’hoant meus kozeal brezhoneg gant ar babig. Dre twitter, ar gwiad, ha komz keme ma c’hellan gant va mamm, e meus adkroget gant va brezhoneg, evel ma c’hellfen komz gwelloc’h gant va mab pe va merc’h. Meus ket bet ar chañs da vont dar skol diwan da zezkiñ skrivañ na kozeal brezhoneg – met va yezh eo, hag or yezh deoc’h c’hwi eo, ha bremañ, yezh lleuwen hag eo ha yezh e mab pe e merc’h vihan vo ivez!
Daoust hag a zo kemen a dud e breiz o komz brezhoneg vel ma zeuz tu deomp da lavar, piv a lefe a piu na lefe ket deskiñna kozeal brezhoneg? Gez ma lavar Lleuwen, desket o deus e bro gembre ar C’hembraeg a c’hell nemet bevañ ma an dud a deu da chom e Bro Gemre a zesk ar yezh. Ma vez kendalc’het da gas ar brezonegerien kuit, ben ar fin be vo muoc’h a saosnek ha muo’ch a alamanek da glevet e Breiz eged Brezhoneg. Trist vefe.
Ne rin ket an difazier evit ar vioù-koukoug all peogwir n'int ket ken grevus ha se...
D'ar furlukined lostet pe get, "Pierre Le Lostec" eo ma gwir anv gwir. ;)
Pegen pell eo seurt komzoù taer eus degemer gwirion tud Popl Vreizh... Trugarez dit Llewenn adarre...ha degerer mat er vro-mañ evidout ha da grouadur da zont...ha vo pederyezhiek war am eus krompenet... ur ger da @L.berrou...Emichañs ho peus desket brezhoneg d'ho pugale, ...hag emaomp o c'hortoz o oberennoù skrivet, kanet pe filmet e brezhoneg ...hag evel ma vez lâret du-mañ, 100 lavarer ne dalvont ket un oberer ! Trawalc'h a bismigañ nul !
Petra faot deoc'h : Nolwenn Leroy o kano sonioù kanet mij gwech pe lleuwen o klask krouin sonioù nevez... Spazhan laoù a blij kalz da lod..
ha bec'h deï !
ha pas selaou pennoù fogn o c'hoari tud an akademi!
M'en dije ket skrivet L.Berrou pezh a soñjen ne vefe ket bet eus ar gaozeadenn-se hag e vefe chomet morgousket bedig ar vrezhonegerien kefridiel ur wezh c'hoazh...
Trugarez vras deoc'h, L.Berrou, ha n'ho pet ket aon rag an dud a gred ho kunujenniñ -pennoù ruz-tan anezho- ! Emichañs e kendalch'ot da atahinañ an emsavblishment !
A Galon !
Da gentañ penn ez eo an danvez kazetenner an hini eo a zo kablus. Ma vefe bet un den a vicher \'nefe difaziet an destenn.
Un dra bennak all digredus m\'eus lennet ivez b\'ar skridoù didalvez se, ez eo an orin. Tamallet vez d\'un estranjourez komz e-giz un den eus an estrenn vro hag a zesk ur yezh .... HA NEUZE , c\'hwi zo sot pe petra ?????
Pa vez klevet SHAKIRA o kanañ kanaouennoù e galleg ne vez den ebet o klemm kea ? Neuze aotrou Lostog kit da skrivañ ho fulor war lec\'hiennoù all savet evit se lec\'h oc\'h kustumm skrivañ war a seblant. (en ur skrivañ oc\'h anv war Google et vez kavet diouzhtu)
D\'an nebeutañ p\'eus lakaet ac\'hanon da c\'hoarzhin, daoust ma kavan dipitus gwelet brezhonegerien \"direbech\" ;-) ken jakobin hag ar jakobined pe muioc\'h c\'hoazh .
Ale chañs vat gant o lapined !!!!