Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Bruzhoneg, bet savet nevez zo gant keodedourien Bruz, c'hoant ganto lakaat war wel yezhoù hag sevenadurioù Breizh e Bruz ha tro-dro, An eil pol

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Bruzhoneg, bet savet nevez zo gant keodedourien Bruz, c'hoant ganto lakaat war wel yezhoù hag sevenadurioù Breizh e Bruz ha tro-dro,

An eil pol brezhoneg en Ill-ha-Gwilen eo Bruz just war lec'h Roazhon1. Gant an hentenn divyezhek, ar c'hentelioù evit an dud deuet, ar c'helc'h keltiek hag sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg (YAB) eo bev-birvidik ar yezh ha sevenadur Breizh e kêr Bruz. Bruzhoneg a vod brezhonegerien, galaouegerien, gallegerien, paotred ha merc'hed a soñj dezho eo pouezus reiñ o flas da yezhoù ha sevenadurioù ar vro er gevredigezh a-vremañ.

Merket vez palioù disheñvel gant Bruzhoneg: mont war-raok gant kêr Bruz evit lakaat ar garta YAB da dalvezout (live 2 sinet e miz Gwengolo 2011 ganti), brudañ ha difenn kelenn ar brezhoneg er skol (Div Yezh Bruz a lido he 10vet deiz-ha-blaoz e 2013), krouiñ pe harpañ darvoudoù a zegas gwelusted d'ar yezh ha d'ar sevenadur. E 2013 e vo e-touesk he raktesoù: kemer perzh e « Sevenadur » kenurzhiet gant Kelc'h keltiek Roazhon (eus ar 6 betek ar 17 a viz Meurzh) hag aozañ darvoudoù evit Gouel Breizh (eus an 19 betek ar 26 a viz Mae).

Evit gouzout hiroc'h war Bruzhoneg:

  • ar roll skignañ: bruzhoneg@googlegroups.com (bruzhoneg+subscribe@googlegroups.com evit enskrivañ)
  • al lec'hienn: (war sevel)
  • ar postel : bruzhoneg@gmail.com.