Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Raktres chadenn rannvro divyezhek publik : Ai'ta ! selaouet get ar rannvro.
D’an 13 a viz Mezheven e oa bet degemeret Ai’ta ! er Rannvro Breizh diwar adreizh ar c’hleweled e Breizh get Jean-Michel le Boulanger, besprezidant e karg ar sevenadur, e
Collectif pour Ai'ta ! Bro Gwened le 16/06/13 0:55

D'an 13 a viz Mezheven e oa bet degemeret Ai'ta ! er Rannvro Breizh diwar adreizh ar c'hleweled e Breizh get Jean-Michel le Boulanger, besprezidant e karg ar sevenadur, e penn ar bodad labour diwar an digreizennañ war ar c'hleweled hag un dekvet dilennad.

Goulenn ra groñs Ai'ta ! ma vo produet ha skignet muioc'h a brogramoù e brezhoneg d'an eurioù « prime-time ». Evit Ai'ta! adperc'hennañ hor yezh hag hon sevenadur a dremen dre grouiñ ur gwir benveg kleweled skignet get meur a zoare (kenrouedad, radio, skinwel, pellkargañ..). Dre ur chadenn pe ur ganol anavezet sklaer e vefe skignañ seurt programoù get ur gael programoù stabil skignet da eurioù resis.

N'eo ket gwall gwelus hiziv an deiz ar c'hleweled e brezhoneg, kaeloù programoù ar chadennoù lec'hel n'int ket stabil ha dister eo ar c'hementad programoù en hor yezh ! Ur gwir « global media » hon eus ezhomm e servij d'ar vretoned.

Goulenn a ra groñs Ai'ta ! e 2013, 39 bloaz goude tarzhadenn peul Roc'h Tredudon, krouidigezh ur media publik rannvro e brezhoneg (tele, radio, internet..).

Diskleriet o doa an dilennidi e vefe graet o seizh gwellañ gante a-benn tapout barregezh ar c'hleweled get an taos skinwel da heul e-kerzh ar c'hendiviviz broadel war an digreizennañ.

Degas a ra soñj Ai'ta ! e vez paeet get an taos skinwel ar vretoned chadennoù télé, radioù ha kevredadoù produiñ lec'hiet e Bo Pariz. Sevel postoù labour evit ar re yaouank e Breizh ha diorren gwelused ar vro en estren vro a c'hellfe degas ur gwir chadenn skinwel divyezhek e Breizh.

Document PDF selaouerezh_aita_rannvro_130613.pdf selaouerezh ai'ta! er rannvro d'an 13 a viz Mezheven diwar raktres ur chadenn tele divyezhek rannvro. Source : ai'ta!
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 4) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons