Volt Bretagne - Régionales 2021
Volt Bretagne - Régionales 2021

E miz an Azvent diwezhañ e oa bet kemennet get Volt en dehe bet kemeret perzh hol luskad en dilennadegoù rannvro e Breizh. A-c’houde, graet hon eus bruderezh àr ar rouedadoù sokial evit dedenniñ izili nevez. Meur a listennad a zo bet e darempred genomp ha divizet hon eus harpiñ « Nous la Bretagne », kaset get Thierry BURLOT, ur listennad araokour, pro-european ha...

▪ Araokadennoù e lod dilennadegoù, nevez ‘zo, e Europa

▪ Ul luskad imboudet mat e Breizh

▪ Dilennadegoù rannvro, perak Nous la Bretagne ?

▪ An dud àr ar renk evit Volt e Breizh

E Roazhon d'an 9 a viz Ebrel 2021 - E miz an Azvent diwezhañ e oa bet kemennet get Volt en dehe bet kemeret perzh hol luskad en dilennadegoù rannvro e Breizh. A-c’houde, graet hon eus bruderezh àr ar rouedadoù sokial evit dedenniñ izili nevez. Meur a listennad a zo bet e darempred genomp ha divizet hon eus harpiñ Nous la Bretagne, kaset get Thierry BURLOT, ur listennad araokour, pro-european ha prederiet get dalc’hoù an hin. Ni a ginnig danvez-kuzulierion evit reiñ lusk d’un emsav politikel keodedel. Evit derc’hel get an heuliadenn araokadennoù a zo bet graet get hor strollad en arbenn ag un nebeud dilennadegoù e Europa, ni a garehe kas Volt betek Kuzul rannvro Breizh a-benn miz Mezheven.

Araokadennoù e lod dilennadegoù, nevez ‘zo, e Europa

A-c’houde 2019 en deus Volt un dilennad e Parlamant Europa. E miz Meurzh diwezhañ e oa dilennet tri den e Parlamant Gres goude ur c’houlzad kabaliñ boemus (pasiñ 6000 a izili nevez get Volt), ar pezh en deus degaset àrnomp evezh ar mediaoù etrevroadel (New-York Times). Kemer a raomp perzh, aliañset get strolladoù arall, en dilennadegoù e Bulgaria ; tizhet hon eus ar bazenn rekis evit bout en eil tro ha chañsoù hon eus enta da gaout kannaded nevez. Dilennadegoù lec’hel àr-lerc’h dilennadegoù lec’hel e c’hounid Volt muioc’h a zilennidi, dreist-holl e Bro-Alamagn, e Italia hag e Bulgaria. N’hon eus dilennad rannvro ebet c’hoazh, mes chañsoù ‘zo ma chañjahe an traoù en arbenn ag an dilennadegoù da zonet e Breizh.

Ul luskad imboudet mat e Breizh

E Breizh, Volt a zo aozet en un doare naturel àr ar pemp departamant. Liammoù kreñv hon eus get Volt Naoned, ur gêr lec’h mah eus kalz a izili. Hon taolioù kabaliñ àr ar rouedadoù sokial a zo bet pouezus ar mizioù paset-mañ evit lakaat anat hon talvoudoù, hon priorelezhioù evit ar Rannvro ha dreist-holl evit prezantiñ skwerioù ag ar pleustroù gwellañ a gaver dre Europa. Pasiñ 6000 a dud o deus koumanantet da bajennad Facebook Volt Breizh e-korv un nebeud sizhuniadoù. Enrollet hon eus un niver bras a izili nevez é tonet a Vreizh a-bezh, e liamm get ar fed mah omp é vonet da gemer perzh en dilennadegoù rannvro.

Dilennadegoù rannvro, perak Nous la Bretagne ?

Goude bout roet lusk da Volt Breizh (pennad en Télégramme 09/12/20), meur a listennad a zo bet e darempred genomp. Al listennad « Nous la Bretagne », kaset get Thierry BURLOT, a ziskouez bout an hani wellañ evit dazont ar rannvro, kenkoulz a-fet he zalvoudoù (araokour) evel e-keñver he selladur (diorren padus) hag he metodologiezh (embregelouriezh). Kent pell ivez ec’h aimp e darempreded get al Liger-Atlantel…

Hep gortoz, Volt Breizh a ginnig pemp volter (gwelet izeloc’h) evit monet àr bep unan ag al listennadoù departamantel e liamm get an dilennadegoù rannvro e Breizh.

« Get hon koulzad kehentiñ e faot deomp lakaat anat ar pep gwellañ ag ar pezh a vez graet e Europa àr dachenn an diorren dalc’hapl. En ur gemer harp àr hon rouedad european e karahemp degas da Guzul rannvro Breizh gouiziegezhioù ha tres, a-gaoz sevel ur Vreizh araokour, ekologel hag european a-gerzh. » Maurice HILBIG, Penn Volt Breizh

AN DUD ÀR AR RENK EVIT VOLT E BREIZH

Volt Breizh en deus choazet pemp « volter », tud a bep seurt, a-walc’h evit reprezantiñ hon luskad politikel keodedel pro-european en arbenn ag an dilennadegoù rannvro e Breizh (en ur gontiñ ar Liger-Atlantel).

Christine LAMBART, 65 blez (Liger-Atlantel)

Savet eo Christine a gornad Pariz hag ema é chom e Pornichet. Kuzulierez ha stummourez e yennadoù ar meriñ hag ar c’hehentiñ eo-hi ; ambrougerez komanderion ha skipailhoù-labour eo ivez, oc’hpenn evit m’ema ur vat e strategiezh embregerezhel.

Stéphane PÉAN, 50 vlez (Il-ha-Gwilen)

Stéphane a zo savet a Sant-Maloù hag a zo é chom e Roazhon. Ur mailh eo e strategiezh an neveziñ en etrevroadel (Europa, Azia). Anavet eo dreist holl e Breizh evit bout prezidant ha kroueer ar think tank Breizh Civic Lab ha deraouer ar rouedad breizhat BZH Network.

Anouk LE BERRE, 19 vlez (Mor-Bihan)

A Bondi eo Anouk. Ur vachelouriezh european he deus bet e Lise Diwan Karaez. Studioù european hag etrevroadel frañsat hag alaman a ra-hi. Emañ e eskemm skolveurel e Bro-Alamagn. Ag ar pol « darvoudoù » emañ karget Anouk e Volt Frañs.

Ludovic GENEST, 51 blez (Aodoù-an-Arvor)

Savet eo Ludovic a Roazhon hag emañ é chom e Beaussais-sur-Mer. Àr e garg emañ ar servij buheziñ evit ar re yaouank e kêr Dinard hag e ti lec’hel ar re yaouank. Eñ en deus skiant-prenet e tachenn ar buheziñ sokial ha tiriadel.

Joséphine MAUBIAN, 20 vlez (Penn-ar-Bed)

Joséphine, a Vontroulez, he deus bet ur vachelouriezh european e Lise Diwan Karaez. Studierez eo e Sciences Po, hag emañ ec’h ober un eskemm skolveurel e Italia. Joséphine a zo douget bras evit an dengar hag ar sokial.

Documents liés

Maurice Hilbig

Volt, diminutif de Volt Europa, est un mouvement citoyen transnational et pro-européen créé en mars 2017 ; présent dans 29 pays avec plus de 35000 adhérents et sympathisants. Réformateur et progressiste, sa mission vise à bâtir une Europe démocratique, écologique, solidaire et bienveillante. Ses valeurs se fondent sur le respect des droits humains, la connaissance des réalités scientifiques ainsi que le pragmatisme, avec la valorisation et le partage des meilleures pratiques à l’échelle de l’Europe. À terme, ses actions visent à construire une Europe des citoyens, unie et décentralisée. En savoir plus