-- Langues de Bretagne --
Publié le 29/07/11 0:03 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Skuizh eo ar vugale. Dec'h e oant e Milin ar Roc'h, dirak ar Skorff, dizoloet o deus traonienn ar ster, pignet betek ar chapelig, ha kousket er maez, dirak ar vilin. E ti Thomas o deus desket ober war dro an ezen. En tu all, war bord an Ele, o deus graet "accrobranches" gant arbennigourien Ti Nadan.
Deuet e oa peder maouez da fardañ krampouezh evito fennozh. Met da gentañ e oa ret deskiñ ober an toaz. Ha pep hini da lakaat an traoù da vont war raok : homañ a dorr an uioù, egile a gas an dour, eben a lak an daouarn hag a labour an toaz...
Goude bezañ debret, filaj ! Sport, skasoù, dansoù a bep seurt gant akordeoñs Simon, ha da c'houde kontadennoù : an tri bouc'h gant Suzanne, ar c'hlopenn, "Me 'm eus ur park, bras, bras, bras .." kontet gant Anne-Marie.
Ha penaos echuiñ ? Gant kanaouennoù eveljust : an tri femoc'h bihan, ur sonenn bro Mali, Tri Martolod (levezon Nolwenn Leroy ?), kanaouennoù brav Youenn Gwernig, ha Liberta, eveljust... Ale, Enora, poent eo mont da gousket. Echu trous ar mekanik dastum ar plouz hag an ed, echu trouz otoioù o treuziñ ar vourc'h. Brav an amzer hag an oabl a bromet un devezh sioul, glav ebet warc'hoazh...
Warc'hoazh, e vo ret mont da Wellegouarc'h evit ober bara gant Veronique. Kouskit dous, bugale e vakansoù !
44 staj vakansoù a vo aozet, daou e galloeg, 42 e brezhoneg. 18 e Penn ar bed, 17 e Aodoù an Arvor, 4 e Morbihan, tri e bro Naoned.
Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)
- Pedagogiezh Diwan : petra eo ? par Kerne Multimédia le 02/07/2017
- Diwan, pedagogiezh ha nerzh krouiñ : un dezenn dimeurzh o tont par La Rédaction le 29/03/2015
- L'aménagement du temps scolaire : l'occasion d'un projet éducatif territorial innovant ? par Taol Kurun le 21/10/2013
- Rythmes scolaires en question : mais où est passé l'intérêt de l'enfant ? par Taol Kurun le 30/09/2013
- Distro-skol ar gasourien gant Jakez ar Borgn par Fanny Chauffin le 29/08/2012
- 10 vet deiz ha bloaz an DABU : ur pezh mell gouel er Chapel Nevez par Fanny Chauffin le 19/08/2012
- Emvod ar Gelted : ar brezhoneg evit ar re nul par Fanny Chauffin le 10/08/2012
- Tabut e brezhoneg er festival : politikerezh yezh, armerzh, kentelioù noz,... par Fanny Chauffin le 06/08/2012
- Evit mont war raok gant ar brezhoneg skrivet par Fanny Chauffin le 19/03/2012
- 50 den evit studiañ an araogennoù get KEAV par Fanny Chauffin le 25/02/2012
- Staj brezhoneg ba bro an Aven par Fanny Chauffin le 23/02/2012
- Ar brezhoneg evit ar re nul ... gant kentelioù noz Kemperle par FC le 23/01/2012
- Remy Guillou : penaos tennañ gounid eus al labour graet en Euskadi ? par Fanny Chauffin le 01/11/2011
- Ar brezhoneg hag ar sonerezh : atersadenn Sterenn ha Theo par Fanny Chauffin le 10/10/2011
- Les serres de l'avenir, expérience allemande en pédagogie par Fanny Chauffin le 27/09/2011
Vos commentaires :