Teir abadenn kontañ a vo kinniget gant Ti Douar Alre e chapelioù ar vro
- Chronique -
Kontadennoù : abadenn gentañ an hañv
A-raok Daniel Carre hag Erwan Hemeury, kinniget e oa bet e bro an Alre an abadenn gentañ e Pliwil, get violoñs, fleüt hag ur gonterez
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 29/07/22 20:41
Abadenn e Chapel IV ar Rekouvrañs :
Abadenn kontadennoù ha sonerezh aozet gant Ti Douar Alre - hañv 2022
Réalisation : fea - tvbk (77 vues)
A-raok Daniel Carre hag Erwan Hemeury, kinniget e oa bet e bro an Alre an abadenn gentañ e Pliwil, get violoñs, fleüt hag ur gonterez
"Un, daou, tri..." Tem ar bloaz-mañ a zo ar sifroù burzhudus. Neuze evit an abadenn gentañ e oa an niverenn tri a oa al liamm etre an tri istor. Tri het, teir amprouenn, tri roñfl, tri zra burzhudus... Kontadennoù hir, marvailhoù, sorbiennoù deuet betek amañ dre Jude le Paboul, pe c'hoazh Catherine Duro eus Groñvel. Er video : ar gontadenn gentañ : ar voualc'h glas.
Voir aussi sur le même sujet : konterion, brezhoneg, ti douar alre
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....