Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Brezhoneg e pep skol Brezhoneg = postoù labour

Brezhoneg e pep skol ! Brezhoneg = postoù labour ! Goude kemmenadenn kevrenn SLB Skol-Veur e fell da SLB a-bezh embann omp kengred ouzh Yannig Baron hag a zo o yuniñ abaoe 10 devezh bremañ evit ma vefe roet muioc’h a-blas d’ar c’helenn divyezhek en deskadurezh katolik. Evel un toullad

Erwan Ledu pour SLB le 28/04/06 14:25

Brezhoneg e pep skol ! Brezhoneg = postoù labour !

Goude kemmenadenn kevrenn SLB Skol-Veur e fell da SLB a-bezh embann omp kengred ouzh Yannig Baron hag a zo o yuniñ abaoe 10 devezh bremañ evit ma vefe roet muioc’h a-blas d’ar c’helenn divyezhek en deskadurezh katolik. Evel un toullad tud hon eus poan intentiñ perak e chomfe ar re a c’hell aozañ an diorren-se oc’h ober skouarn vouzard pa vez Yannig Baron o lakaat e vuhez hag e yec’hed en arvar. Na zisonjomp ket avat ar c’hudennoù ez-niverus a vez kavet war hent an dud a fell dezhe skoliatañ o bugale er skolioù Diwan, pe e hentenn divyezhek ar stad. Diouer a bostoù nevez, kelennerien klañv ha n’int ket erlec’hiet, youl fall an dilennidi pe ar rektordi hag all, hag all... Setu ma c’halvomp da gemer perzh er vanifestadeg (d’an 3 a viz even e Roazhon da 2e30 ,plasenn breujoù Breizh) aozet gant Kuzul Sevenadurel Breizh evit ma vefe unvanet hor bro, treukaset galloudoù nevez da Vreizh, ha ledannet da vat tachenn ar c’helenn divyezhek pe dre soubidigezh er vro. Gervel a reomp hon izili ha mignoned da gemer perzh en darvoud mañ dindan al lugan : “Brezhoneg = postoù labour“.

Suite au communiqué de notre section universitaire le SLB tient à affirmer que l’intégralité de notre syndicat est solidaire de Yannig Baron qui jeûne depuis 10 jours maintenant pour que l’enseignement bilingue Breton-Français se développe dans les écoles catholiques. Comme beaucoup nous avons du mal à comprendre pourquoi ceux qui peuvent organiser un tel développement continuent à faire la sourde oreille alors que Yannig Baron met sa vie et sa santé en danger. Nous n’oublions pas les nombreux problèmes que rencontrent les parents qui veulent scolariser leurs enfants dans les écoles Diwan ou dans la filière bilingue d’état. Manque de postes d’enseignants, enseignants malades non remplacés, mauvaise volonté des élus ou du rectorat…. C’est pourquoi nous appelons à prendre part à la manifestation organisée par le Conseil Culturel de Bretagne (le 3 juin à Rennes, 14h30 place du parlement) pour que notre pays soit réunifié, que la Bretagne dispose de nouveaux pouvoirs, et que soit étendu de façon significative l’enseignement bilingue ou par immersion dans tout le pays. Nous appelons nos membres et sympathisants à prendre part à cet évènement sous le slogan : « Brezhoneg = postoù labour ».

Evit SLB : Dominig Jolived-Klec’h (sekretour meur)

mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 0 ?