Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Priz ar Yaouankiz ba Plijidi : un dudi !
Priz ar Yaouankiz ba Plijidi : un dudi !
- Chronique -
Priz ar Yaouankiz 2021 : Sarah Chedifer ha Paol ar Meur trec'h
Brav an abadenn aozet gant kelennerien Plijidi hag al levraouegerez, ur skipailh efedus a lak abaoe 17 vloavezh Priz ar Yaouankiz da vout dibabet gant al lennerien yaouank
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 2/07/21 23:07
PAY Plijidi 2021 :

Brav an abadenn aozet gant kelennerien Plijidi hag al levraouegerez, ur skipailh efedus a lak abaoe 17 vloavezh Priz ar Yaouankiz da vout dibabet gant al lennerien yaouank.

E kreiz bro Dreger, gant daou c'hant skolajiad, ne chom en ti bras hiziv 'met ar re 6vet, niverus e sal vras an hunva. Aketus int chomet da selaou pep skrivagner, o lenn ar pezh o doa skrivet, o selaou rap ar re drede savet war ar skrivagnerien, oc'h eskemm hag o selaou ar skrivagnerien o kontañ kaoz. Plijet int bet gant al levrioù, gant golo pep levr, gant ar skeudennoù diabarzh. Tost tre e oa votadegoù ar re 4re/lise, ken plijet e oant gant pep skrid. Hini Gege Gwenn " E kambr ar stered" a gont istor gwir Resistanted Kreiz Breizh, ha tud yaouank disachet o youl gant ar vezenn Perrot ivez, tud familh Gege. Hag ar skolajidi da dresañ kamp ar Resistanted kichen Boneur, ha da brofañ anezhi da Gege.

Gant Merc'hed ar roue Baco oa bet lakaet ar gomz diwar amzerioù ar merc'hed. Hag ar baotred da eskemm er c'hlas diwar ur sujed ne vez ket komzet kalz diwar e benn. Ha gant Diskornet, un istor faltazi ijinet gant Paol ar Meur e oa bet lakaet ar gomz war al liamm etre an dazont (tud o lakaat o c'horf da vout skornet) hag ar Gelted kozh, gant ur wallenn burzhudus...

Bed ar sorserien oa bet taolennet gant Loeiza an Duigou gant un doare fent a zo dreist. D'ar goulenn "pegeit amzer ho peus kemeret evit skrivañ", souezhet oa bet ar skolajidi da glevet Henri Dorsel da respont : 12 vloaz, pa oa just ur mizvezh evit Gege ha Paol...

Levrioù evit ar yaouankiz, emit-hu ? Levrioù evit an holl. Ha 'giz vez lavaret gant Michel Tournier : "ul levr a blij d'ur bugel daouzeg vloaz a blij d'an holl, kar al lenner diasañ eo..."

An disoc'hoù (425 den yaouank o votiñ e Gwiseni, Kemper, Ar Releg, Plijidi, Sant Ervlan, Gwened)

Priz ar Yaouankiz 6vet/5vet

- Goude marv DJ Mao (51% eus ar mouezhioù)

- Merc'hed ar roue Baco, RJ Kernoa

Priz ar Yaouankiz 4re/lise

- Diskornet, Paol ar Meur (36%)

- Afer Faber, Jakez Erwan Mouton (34%)

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, priz ar yaouankiz, brezhoneg
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons