-- Culture --
Publié le 20/11/21 21:38 -- mis à jour le 20/11/21 21:38
Nag a draoù oa bet klevet, sonennoù, barzhonegoù, istorioù fentus ha fromus e Kemperle disadorn !
Deuet e oa gant ur gitar, e levr "War bord an oabl", nevez embannet gant Goater, ha doareoù nevez, lennadennoù graet evit ar wech kentañ, ar c'hoant da enoriñ e embanner, hag e breur, marv e miz Even, aet re abred d'an Anaon, kizeller barzh an Treou.
Barzhoniezh, kan, fotoioù brav a vez kavet en e levr. "Sinn Fein, arabat gortoz un dra bennak deus ar Minister. Deomp-ni hon unan da gavout an hent, da grouiñ, Do it yourself... Ha Louis Jacques de gontañ chapel ar C'houerc'had leun chouk gant e abadenn evit enoriñ Anjela gant e barzhonegoù nevez. Hag ur c'hlip zo bet savet nevez 'zo ivez gant e vab hag un arzourez war ar Menez Hom. Ha raktresoù e leiz : abadennoù solo un tammig e pep lec'h e Breizh, gant e levr, gant ar c'hoant da zreuzkas ur brezhoneg bev ha brav, a gomz diwar ar vignoniezh, ar vraventez, Breizh eveljust, karantez ar merc'hed hag an dud, gant ur mousc'hoarzh ne guit morse korn e vuzelloù...
- Breizh Ukrainia : kan ar c'hengred par Kerne Multimedia le 17/05/2022
- Haiskrivmeurzh : 342 haiku ! par Kerne Multimédia le 17/04/2022
- Championnat de Bretagne des Chorales (2e et 3e catégories) par Fédération Kanomp Breizh le 05/04/2022
- Merc'hed Ahez hag Alvan : n'eo ket ganet diwar netra ! par Kerne Multimédia le 09/03/2022
- 7vet haiskrivmeurzh : evit lidañ mizvezh ar varzhoniezh hag ar brezhoneg par Tvbro kemperle le 27/02/2022
- De 1970 à 2000, les deux vagues celtiques par Kerne Multimédia le 30/12/2021
- Me garfe mont : un doare dic'hortoz da selaou Grall par Kerne Multimédia le 30/12/2021
- Grall enoret ba bro an Aven par Kerne Multimédia le 26/12/2021