Mai Ewen o lenn Grall

Réalisation : fea - tvbk – 141 vues

Gant Mai Ewen e oa bet troet ur varzhoneg n'eo ket anavezet a-walc'h hag a adkemer temoù boutin gant ar barzh : an natur, ar marv, braventez ar bed

Gant Mai Ewen e oa bet troet ur varzhoneg n'eo ket anavezet a-walc'h hag a adkemer temoù boutin gant ar barzh : an natur, ar marv, braventez ar bed

Troet e oa bet Solo gant Naig Rozmor, ha setu Mai Ewen, barzhez bro Kemperle, ganet ba Skaer, ha boaz da zastum prizioù a bep seurt (haiku, tanka, priz an danevell Karaez, Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz...) o lenn "Me garje mont kuit deiz kentañ an devez amzer..."

Mersi bras dezhi evit al labour, al lennadenn, hag an doare dic'hortoz da selaou barzh Landerne ha Pont Aven...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....