Ne oa 'met daou skrivagner aze, hag a zo bet plijet-tre gant an darempredoù o doa bet gant ar re yaouank. Da gentañ oa bet displeget dezho piv oa ar seizh skrivagner o doa skrivet, istor Priz ar Yaouankiz ha mont en dro ar Priz kenaozet gant ar gevredigezh féa hag an ti-embann Keit Vimp Bev.
Goude, plas d'al lennerien o doa prientet, gant sikour o c'helennerez/renerez ar skolaj Gwenola Coic, ul lennadenn gant meur a lenner a zisplege perak e oant bet plijet gant pep levr. Brav an disoc'h. Brav oa ivez pa oa bet lennet ur pennad tennet eus "an ti e voledoù glas" gant Riwall Huon ha "Nolwenn, Bim hag al laer" gant Annie Coz. Gourc'hemennoù d'an holl neuze, ha gant ma gendalc'ho ur priz kroget 14 vloaz 'zo dija !
Priz ar Yaouankiz 2017
6vet-pevare
Annie Coz - "Nolwenn, Bim hag al laer"
Anthony Renaudin - "Mignoniezh dic'hortoz"
Priz ar Yaouankiz 2017
Mai Ewen "Mont kuit"
Goulc'han Kervella "Mojennoù ar marv"
Bannoù treset
Gireg Quenouillère "Diwanadur ur c'helenner"
Maod Pastori "Emdroadur Diwan"