" Echu eo gant maengleuzioù uranium ", se oa soñj ar stourmerien a-enep ar COGEMA e bloavezhioù 1980-90.
Kevredigezhioù bodet e Breizh hag e bro C'hall a glask ingal lavarout d'ar gouarnamant eo erru poent da resisaat ar muzulioù radon, uranium, radioaktivelezh lec'hioù bet kontaminet gant an dour, pe gant douar deuet da vout lastez nukleel.
Meur a dra zo bet graet gante, met hir eo an hent, ha hir ar respontoù. Areva a respont ur wech an amzer, a bromet skarzhañ al lastez... Ha ret eo atav distreiñ, adpellgomz, bodañ an dud, a zeiz da zeiz.
Setu neuze, kichen al lec'hioù kontaminet e sav bremañ raktresoù nevez, raktresoù maengleuz ha ne vefent ket evit tennañ uranium, hag a zo tost-tre ... eus ar re gozh a veze implijet gwechall.
Neuze, evit stourm a-enep ar sekred nukleel e bro C'hall, ar meskaj etre an nukleel sivil ha nukleel an arme, e vez galvet gant an div gevredigezh da vont da Flamanville d'ar Sadorn kentañ a viz Here 2016 ( voir notre article )