-- Environnement --
Publié le 10/03/21 17:08 -- mis à jour le 10/03/21 17:08
Kudenn an deiziataer : pa vo ur mor a dud e Kemper evit difenn plas ar brezhoneg er gevredigezh e Breizh, pegement a dud a vo ba Naoned evit nac'hañ program nukleel bro C'hall ?
Prientet abaoe pell, diaes eo gouzout pegement a dud e vo, ur pezh mell vanifestadeg ba Naoned disadorn a zo aozet gant ar FAN Breizh hag aozadurioù o tont eus pep lec'h, evit lavarout eo ur vezh program nukleel bro C'hall, gant fiasko Flamanville, ha kement zo tout.
Kollet e vez arc'hant bemdez o sevel ur ramz ne ya ket en dro. Ur "passoire" 'giz oa bet lavaret meur a wech. Orano, bet Areva ha Kogema a-raok, a gendalc'h da rein 70% eus an energiezh produet e bro C'hall. Gant kreizennoù re gozh ha dañjerus dindan berr amzer, vbavañ arimp neuze ur Fukushima e bro C'hall ? N'eo ket diposubl hiziv. Sevel 6 kreizenn all ? Ha fur eo ? Ar vro a-drugarez d'ar Jeneral de Gaulle, nukleariset ar muiañ er bed eo bro Frañs. Tout an dud a chom a sav gant ar produiñ nukleelen Europa hag ar bed, ha ni amañ a vefe o kenderc'hel ? O prientiñ an Apokalips ?
- Aet eo Mona Bouzeg d'an Anaon : brezhoneg ar vro e penn he stourm par Kerne Multimedia le 24/04/2022
- Ur vuhez gouestlet d'ar stourm sevenadurel evit yezhoù ar bed : Per Denez par Kerne Multimédia le 29/07/2021
- "Ur stourmer e oan, tra ken" par Kerne Multimédia le 12/06/2021
- Evit skoazell Eugene Riguidel, ar stourmer kozh : 300 a dud e Landaul par Kerne Multimédia le 15/04/2021
- Morgan Large : he stourm meneget war France Inter gant Pastureau ! par Kerne Multimédia le 08/04/2021
- N'eo ket echu ar stourm, ne ra 'met kregiñ par Kerne Multimédia le 26/03/2021
- Al Liger en arvar, tritium e-barzh forzh pegement par Kerne Multimédia le 13/03/2021
- Aet eo kuit al liorzhour meur, ar c'hazetenner mennet gant stourmoù ar vro par Kerne Multimédia le 10/02/2021
A Kemper pour le Breton et à Nantes en souvenir du Pellerin ,de Plogoff,du Carnet et de nos luttes anti nucléaires?
Plus une réunion sur St Nazer pour Bretagne Réunie..
Qui s'ennuie?
Ur wir raktres alato !
Deskit brezhoneg pe ar gallaoueg evit eilan Breizh peurgetken evit an amzer dazont . Ober a reomp strivoù evit hor yezh gourdrouzet . Manifestin a raimp e Kemper sadorn a zeu !