Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Tost da 6 000 den e Sant-Nazer
Evit ur velestradurezh o ren war pemp dempartamant Breizh e oa deuet tost da 6 000 den e Sant-Nazer, disadorn. Hervez ar gevredigezh a aoze an degouezh, Breizh Unvan, e oa bet tu da welet tud eus Breizh a-bezh, ha dreist-holl tud eus al Liger-Atlantel ha bro Sant-Nazer. Bannieloù a
Par Philippe Argouarch pour Bretagne Réunie le 4/10/05 22:07

Evit ur velestradurezh o ren war pemp dempartamant Breizh e oa deuet tost da 6 000 den e Sant-Nazer, disadorn. Hervez ar gevredigezh a aoze an degouezh, Breizh Unvan, e oa bet tu da welet tud eus Breizh a-bezh, ha dreist-holl tud eus al Liger-Atlantel ha bro Sant-Nazer. Bannieloù a oa e-leizh, sonerien a oa ivez, ha sioul-tre eo bet an dibunadeg, echuet dindan ar glav e-kichen bon splujerezioù Sant-Nazer. Gant skoazell Kuzul Sevenadurel Breizh, Skol-Uhel ar Vro ha Galv Karaez e oa bet aozet.

Dilennidi a oa er vanifestadeg, Patrick Mareschal, prezidant PS Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, en o zouez. Komzet en deus d'ar vanifesterien evit kemenn kroudigezh ur bodad kenlabour Kuzul-rannvro Breizh/Liger-Atlantel, d'an 10 a viz Here da zont, e Redon. An UDB, ar Re C'hlas hag "Alternatifs" al Liger-Atlantel a oa en dibunadeg, koulz ha penn strollad an UDF e Kuzul-rannvro Breizh, Bruno Joncour. Dipitet e oa eñ peogwir e vefe lakaet kostezenn bihanniver ar C'huzul-rannvro a-gostez gant ar skipailh ren, koulz evit ar bodad kenlabour hag evit al logo nevez, bet kinniget war lec'hienn internet ar C'huzul-rannvro er sizhun dremenet.

Hervez prezidant Breizh Unvan, Emil Granville, n'eo ket a-walc'h aozañ bodadoù kenlabour. C'hoant en defe gwelet Breizh unvan en-dro a-benn an dilennadegoù rannvroel da zont, e 2010.

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons