Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Staj brezhoneg ar Poulgwenn
An enskrivadurioù evit staj ar Poulgwenn a zo digor adalek bremañ! Gant Kentelioù an Noz e vez aozet ar staj-mañ. Staj bloaziek ar Poulgwenn a vo d'an 11 ha 12
Par Ronan Herve pour Kentelioù an Noz le 14/12/11 11:07

An enskrivadurioù evit staj ar Poulgwenn a zo digor adalek bremañ! Gant Kentelioù an Noz e vez aozet ar staj-mañ.

Staj bloaziek ar Poulgwenn a vo d'an 11 ha 12 a viz C'hwrevrer. Evel bep bloaz e vo digemeret strollad laouen ar vrezhonegerien e kreizenn ar Gorriganed. Tost ouzh an Aod Gouez emañ ar greizenn, e-kreiz ur park bras.

E-kerzh an dibenn-sizhun e vo kinniget kentelioù brezhoneg dre live, obererezhioù e brezhoneg, an nozvezh, ar predoù hag ar c'houzket. An holl evit 60€ an dibenn-sizhun (50€ priz bihanaet) pe 30€ an devezh (25€ priz bihanaet). An dud n'int ket ezel eus Kentelioù an Noz a vo ret dezho ouzhpennañ ar skodenn d'ar gevredigezh (10€).

Nevez ar bloaz-mañ: gallout a rit profañ - pe bezañ profet - staj ar Poulgwenn evit an Nedeleg. Kas a raimp un tiked deoc'h a-benn lakaat anezhañ dindan gwezenn an Nedeleg.

Kit e darempred gant Kentelioù an Noz evit an enskrivadurioù, an tikedoù-Nedeleg pe evit gouzout muioc'h.

Ar fichenn enskrivadur a gavit amañ dindan.

Document PDF Fichenn enskrivadur. Source :Kentelioù an Noz
Voir aussi :
logo
Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
[ Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons