Bez e vo moullet 55.000 skouerenn a-benn ar 27/12 . Hervez an embanner ez eus bet gwerzhet un tu all de 27.000 skouerenn d'an devezh a hiziv. Da lavaret eo : ur miz hanter goude m'eo deuet er-maez ha daoust ma vefe manket ingal e kement stal ma oa bet lakaet e gwerzh. An dud a lamm warnañ. Ur burzhud pa lavaran deoc'h.
Ur bern traoù en deus klevet Herve Lossech digant an dud :
Da skouer, frazenn ur vaouez war-dro 80 vloaz : "Alors, main'nant on a droit de parler comme ça".
Un den, stourmer evit ar brezhoneg abaoe pelle en deus lavaret dezhañ : "graet ho peus muioc'h en ur miz evit ar brezhoneg, egedon e-pad ugent vloaz stourm" ...
Alies e vez klevet gantañ ar gerioù :" fierté, déculpabilisation, déshinibition, identité., racines, mondialisation..."
Tost da nav den war zek a zo kontant-tre pa ginnig Herve ur sinadur e brezhoneg (tud kêr kenkoulz hag e parrezioù bihanoc'h). "Da soñjal a zo war se. Ne vez ket taolet evezh a-walc'h marteze ganeomp, dre m'emaomp re e-barzh ar jeu pe etrezomp, ez eus ur bern tud all tomm gant ar bzg ivez. Kalz muioc'h hag a vefe soñjet d'am soñj", eme Herve.
Un dra all : Plijout a ra kement al levr e Brest, en Oriant, Sant Brieg, Gweneg ha memes e Roazhon. Ar pezh n'am befe ket soñjet biskoazh.
"On ne le vend pas, on le distribue " a vez klevet.
Ur frapad diaes e vo betek an 27/12 evit kaout al levr, met goude e tlefe bezañ kempouez an traoù.
Ur bern sinaduriou en deus graet e pep lec'h. Hag ur bern tud divroet a oa laouen da gaout al levr-se.
Setu perak en deus soñjet an embanner brudañ an afer kostez Paris hag er c'hêrioù bras adalek miz Genver.
Ha setu "Bretonnismes" deuet da vezañ best seller mare Nedeleg 2010..