Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Chronique -
AESOC'H KELENN BREZHONEG E KENYA EGET E BRUZ
Kelenn brezhoneg : aesoc'h e Kenya eget e Bruz Abaoe ar 15 a viz Gwengolo e c'haller gwelout e-barzh You Tube 3 pe 4 film berr a ziskouez bugale eus kenya
Par Mark Kerrain pour Sav-Heol le 4/10/09 0:36

Abaoe ar 15 a viz Gwengolo e c'haller gwelout e-barzh You Tube 3 pe 4 film berr a ziskouez bugale eus Kenya o komz hag o kanañ e brezhoneg. Oberour ar film, paotr pe blac'h, en deus kemeret amzer da gelenn brezhoneg da vugale eus e bobl (ar bobl Luo, hini tad ar prezidant Obama) goude bet o teskiñ hon yezh, e Breizh moarvat. Ouzhpenn komz en deus desket dezhe kanañ un nebeud kanaouennoù brudet.

N'eus mar ebet ez eus bet kaset gourc'hemennoù e-leizh gant hon dilennidi da gannad pegannadez hon sevenadur du-hont, e douaroù Afrika. Moarvat e vo klevet keloù a gement-se en deizioù da zont.

Er c'heid amzer-se avat emañ tud bugale Bruz o c'hortoz sioul. Goulenn a reont, abaoe pell, ma vo krouet ur c'hlas divyezhek e skol Bruz, ha gortoz a reont ar Rektor d'o degemer d'an 9 a viz Here evit gouzout ha roet e vo ar gwir da gaout skol vrezhoneg, ur yezh « artifisiel » hervez un enseller akademiezh dismegañsus . Soñj en do pep hini eus al lennerien pegement a drouz a oa bet graet neuze gant hon folitikerien, savet droug enne kerkent ha klevet ar ger mezhus-se, ha lavaret krak gante d'an den e oa poent deskiñ petra a oa er Vonreizh. N'eus mar ebet ivez eo bet souezhet ar Rektor o welout pegement a nerzh-stourm a oa en hon folitikerien, pegement a c'hoant da reiñ skoazell d'hon yezh, ha pegen prest e vezont atav da vont war-raok war an dachenn sevenadurel, kement ha ken bihan ma ranko reiñ o goulenn d'an tiegezhioù, 6 sizhun nemetken goude an distro-skol, ha digeriñ ar c'hlas divyezhek-se difennet ken kreñv gant dileuridi ar bobl. Poent e oa.

Rak diouzh gwelout ar filmoù-se e c'halljed krediñ eo aesoc'h deskiñ brezhoneg e kenya eget e Bruz, egete Breizh. Gwir eo, eno ne ouzont ket petra eo ar velestradurezh c'hall, eno eo echu pell zo amzer an drevadennerien.

Diskouezomp ar filmoù-se d'hon folitikerien eta. Ra welint ez eus broioù digor d'ar sevenadur, ra vint klevet o lavarout un deiz : « Kelenn brezhoneg a c'haller, hag e Breizh ivez zoken. »

Voir aussi sur le même sujet :
Les éditions Sav Heol, dirigées par Mark Kerrain, éditent des livres de toutes sortes, en breton : pour les enfants des écoles bilingues, leurs parents, les adultes qui apprennent...
32 av. de la Motte
35650Le Rheu
02 96 48 03 00
[ Voir tous les articles de Sav-Heol]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 8) ?

ABP

  • À propos
  • Contact
  • Mentions légales
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons