- Communiqué de presse -
UDB Kreiz Breizh a-du krenn gant Dihun Breizh
D'ar Sadorn 29 a viz Meurzh, plasenn an Tour d'Auvergne, e Kemper, e vo aozet ur vanifestadeg gant ar gevredigezh Dihun (kevredigezh tud ar vugale skoliataet e skolioù katolik divyezhek Breizh). Gwall nec'het eo Dihun gant dazont hentad divyezhek ar skolioù katolik. Stad an hentad : kresk niver
Par Nil Caouissin pour UDB le 24/03/08 8:01

D'ar Sadorn 29 a viz Meurzh, plasenn an Tour d'Auvergne, e Kemper, e vo aozet ur vanifestadeg gant ar gevredigezh Dihun (kevredigezh tud ar vugale skoliataet e skolioù katolik divyezhek Breizh).

Gwall nec'het eo Dihun gant dazont hentad divyezhek ar skolioù katolik. Stad an hentad : kresk niver ar skolidi a ya war c'horrekaat, an diouer a youl da gavout ha stummañ dañvez skolaerien divyezhek, skolioù divyezhek nevez ebet er bloavezh-skol o tont… a lak anezhañ da vagañ soñjoù du.

Gant ar vanifestadeg-se en deus c'hoant Dihun harpañ an hentad divyezhek. Gortoz a ra, ar gevredigezh, ur respont sklaer digant renerezhioù deskadurezh katolik pemp departamant Breizh diwar-benn dazont ha padusted an hentad divyezhek ( ha memes liesyezhek peogwir e vez kelennet ar saozneg adalek ar skol-vamm ivez).

D'ar memes Sadorn e vo ur vanifestadeg a-bouez evit ospital Karaez ha dazont ekonomikel Kreiz-Breizh. Ur vanifestadeg evit ma c'hello tud ar vro kaout ar gwir, c'hoazh, da c'henel o bugale ha da vezañ soagnet tost eus ar gêr. Neuze ne vo ket tu da re U.D.B. Kreiz-Breizh bezañ e Kemper.

C'hoant dezhi diskouez he skoazell da gevredigezh Dihun e c'houlenn UDB Kreiz Breizh digant he izili hag ar re a zo a du ganti da vroudañ, dre bostel pe dre lizher, eskoptiez ha renerezhioù deskadurezh katolik pemp departamant Breizh evit ma vefe sklaeraet dazont an hentad divyezhek katolik. (ho chomlec'hioù a c'hell bezañ kavet war lechienn Dihun : www.dihun.com )

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

Voir aussi sur le même sujet : bilinguisme,brezhoneg,enseignement bilingue breton,dihun
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons