Buhezour e Chapel Nevez, stummer DABU, kaner kan ha diskan, sot gant c\'hoarioù graet e koad, sonerezh \"glas\" Jean-Yves Bardoul ha Henri Konan, eus Botoa, un den a stourm evit skol Diwan Plounevez Moedeg , setu ur paotr a oar lakaat ar vugale da ganañ forzh peseurt kanaouenn droch ijinet gantañ, etre \"ar velc\'houedenn Kemper kavet e bro Dreger\" ha an \"Tektonik\"...
C\'hoarzadegoù e leiz a zo bet gant Erwan Hemeury e Karaez, e korn ar vugale. E brezhoneg hag e galleg, evit ar gerent dreist-holl, kement a vugale a ouie brezhoneg.
Gant ma vo c\'hoazh kement a blijadur pep sul goude merenn e-pad ar mizioù Du !
■