Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Troet eo bet Nikolaï Gogol e brezhoneg gant ur skrivagnerez rusian
Adkavit Anna Mouradova e brezhoneg dre zroidigezh ar skrivagner ukrainek Gogol, hag a oa ar rusianeg e yezh-skrivañ
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 24/04/23 10:43

Anna Mouradova zo ur Rusianez a-orin bro-Jorjia hag emañ o vevañ e bro Jorjia abaoe meur a vloavezh. Gouezet ha skrivet eo ar brezhoneg ganti. Ouzhpenn-se ez eo bet kelennerez war ar brezhoneg e skol-veur Moskou. Siwazh, hirio emañ hi o talañ ouzh diaesterioù grevus rak nac’hañ a ra stad bro-Jorjia adneveziñ he c'hartenn chom er vro. Posubl eo dezhi memes bezañ harluet da vro Rusia ma c’hellfe bezañ heskinet eno.

Nikolaï Gogol, ur skrivagner ukrainek a skrive e rusianeg

Golo al levr embannet gant Embannadurioù an Alarc'h (2023)

Emañ-hi o paouez lakaat e brezhoneg ar romant brudet «Ar Fri» , savet gant skrivagner ukrainek Nikolaï Gogol. Rak ukrainek eo Gogol dre m’eo bet ganet e-barzh ur gêriadenn vihan etre Kiev ha Kharkiv. Skrivañ a rae e rusianeg, mes lâret en deus meur a wech e ouie an ukraineg. Dindan gwask an impalaeriezh rusian edo ar rusianeg ar yezh ofisiel nemeti. Difennet groñs e oa ar yezhoù all, evit gwir.

Ur flemmskrid a zo e bal salviñ bro-Rusia

Ur flemmskrid eo «Ar Fri» , diwar ar vourc’hizien e Sant-Petersburg, ur gêr m’eo bet Gogol o vevañ enni un toullad bloavezhioù-pad. Istor «gafkaiek» un den eo. Soñjit ‘ta : un devezh bennak, hemañ-eñ o tihuniñ hep e vri ! Embannet e 1836, brudet e teu da vezañ al levr dre holl vroioù eus bet-URSS (Unvaniezh ar Republikoù Sokialat Soviedel), evel unan all eus e romantoù anvet «An Anaon» . Levezonet a-galz eo bet lennegezh rusianek gant Gogol, dreist-holl levrioù ar skrivagnerien Dostoïevski ha Boulgakov. Soñjal a rae da C’hogol , relijiel betek ar gevrinegezh, e oa e bal war hon douar salviñ spered pe onestiz bro-Rusia.

Gerioù :

«kafkaiek» , a denn da Franz Kafka (skrivagner)

Pelec’h kavout levrioù e brezhoneg evit prenañ ?

. dre levrdier e kêrioù zo !

. dre ar rouedad

Kuzul ar Brezhoneg https://www.brezhoneg.org/fr/catalogues

Coop Breizh https://librairiecoopbreizh.bzh/editeur/an-alarch/

Klask.com https://www.klask.com/

Adkavit testenn gallek ar pennad-mañ, embannet d’an 10vet a viz Ebrel, dindan bluenn Philippe Argouarch, rener an ABP ( voir notre article )

Voir aussi :
6  0  
Photographe et rédacteur (Bretagne, Cornouaille).
[ Voir tous les articles de de J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • À propos
  • Contact
  • Mentions légales
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons