Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
ar c'hentañ film eilvouezhiet e gallaoueg
ar c'hentañ film eilvouezhiet e gallaoueg
- Papier -
Brezhoneg ha gallaoueg e Ciné FIL : interessant atav !
A-drugarez da Catherine Delalande e oa bet kinniget ar bloaz-mañ en Oriant filmoù a bep seurt e yezhoù ar vro, asturianeg, galisianeg, brezhoneg... ha gallaoueg, evit ar wech kentañ.
Fanny Chauffin Par Kerne Multimedia le 25/08/22 19:56
Brav ar film, dreist an displegadennoù get Prezidantez an Ofis :
Réalisation : tvbk -fea
(69 vues)

A-drugarez da Catherine Delalande e oa bet kinniget ar bloaz-mañ en Oriant filmoù a bep seurt e yezhoù ar vro, asturianeg, galisianeg, brezhoneg... ha gallaoueg, evit ar wech kentañ.

Displeget fraezh ha sklaer gant Eulalie Tas, prezidantez Ofis ar gallaoueg, pegen pouezhus e oa evit ar gallaoueg mont er skolioù, bout klevet gant ar vugale, bout brudet evel an trede yezh e Breizh. "Ret eo kregiñ gant ar vugale, embann ur gazetenn evito, eilvouezhiañ filmoù..."

Graet eo gant ar c'hentañ film buheziñ e gallaoueg, ar Grufalot, pennoberenn lennegezh ar yaouankiz bedel, ha plijus ken ha ken e oa gwelout ar familh kizhier-koad o flapiñ e yezh Breizh Uhel !

Voir aussi :
0  1  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 1 commentaires :
iffig Le Samedi 27 août 2022 11:19
N'eo ket ur "yezh" met un neo-yezh, hep emglev ebet ouzhpenn-se. A-hent-all ez eus ur bern parlantoù n'en em gomprenont ket kenetrezo, da skouer etre Pordig ha Pornizh, lakaet e vije c'hoazh komzerien er parrezioù-se.
Afer ar "gallaoueg" a laka hor yezh e live gantañ pa ranker er c'hontrol lakaat ar brezhoneg par d'ar galleg.
(2) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons