45893 vues

Ur brav a labour, evel boaz,koulz a-fed sonerezh hag a skeudennoù, gant un destenn a ziskouez mat pegen direizh eo galloud sonerezh marc'hadourien soubenn e bro C'hall hag e Breizh

Ur brav a labour, evel boaz,koulz a-fed sonerezh hag a skeudennoù, gant un destenn a ziskouez mat pegen direizh eo galloud sonerezh marc'hadourien soubenn e bro C'hall hag e Breizh.

Un ton round sant visant heuliet gant ur pile menu, un doare rap aes da adtapout, komzoù sklaer : Beat Bouet trio a gendalc'h gant hent ur strollad a stourm evit gwirioù ar yezhoù bihan, an arzourien a ginnig un hent all, disheñvel eus an hini ofisiel dibabet e Pariz. Ar vugale a gont an istor en un doare disheñvel : penaos e c'hell evit tremen en tv ha bout brudet, ober arzourien 'zo, ober forzh petra, forzh penaos..

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....