photos/36/36858_1.jpg
Skritell Sizhunvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e Liger-Atlantel
- Agenda -
Lun 30 a viz Meurzh - Lun 6 a viz Ebrel : Sizhunvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e Liger-Atlantel
Sizhunvezh ar brezhoneg hag ar galaoueg o tont ! Ur bern emgavioù dedennus 'zo kinniget ! Na chomit ket etre daou, kemerit perzh ! Kit war lec'hienn an ACB (www.acb44.org)
Par Julia THEPAUT pour Kentelioù an Noz le 25/03/15 15:43

Sizhunvezh ar brezhoneg hag ar galaoueg o tont ! Ur bern emgavioù dedennus 'zo kinniget ! Na chomit ket etre daou, kemerit perzh ! Kit war lec'hienn an ACB (www.acb44.org) evit kaout roll resis ar sizhunvezh.

Na zisoñjit ket lakaat hoc'h anvioù evit lod eus an obererezhioù.

Setu an darvoudoù aozet gant Kentelioù an Noz :

- Tañva d'ar gallaoueg : d'ar Meurzh 31 e Yezhoù ha Sevenadur (Sant-Ervlan) gant Yves Bourdaud. Eus 8e da 9e30 noz. 5¤ pe 3¤ evit izili Kentelioù an Noz. Ret eo en em enskrivañ a-raok ar Gwener 27 a viz Meurzh.

- Stal "kontit, marvailhit" : d'ar Merc'her 1 a viz Ebrel e Yezhoù ha Sevenadur (Sant-Ervlan). Eus 3e da 6e. Deskit penaos kontañ istorioù, lenn danevelloù, ijinañ marvailhoù gant Yann-Ber Quirion. 10¤ pe 6¤ evit izili Kentelioù an Noz. Ret eo en em enskrivañ a-raok ar Gwener 27 a viz Meurzh.

 

- Heuliet gant un Apéro-marvailhoù, digor d'an holl, d'ar re o deus kemeret perzh er stal "koñtit, marvailhit", met ivez d'an holl a blij kontañ, kanañ, selaou kontadennoù, seniñ, hag all hag all ! Digoust. Da 7e e Yezhoù ha Sevenadur.

 

- Tro ha Bistro "mini Fest-Noz" : d'ar Yaou 2 a viz Ebrel en ostaleri Livresse (9 straed an Ti-kêr e Naoned). Adalek 8e noz. Un nozvezh tro-dro d'ar brezhoneg, gant kanerien ha sonerien. Un digarez evit komz brezhoneg, dañsal, kanañ ha debriñ krampouezh (gant Diwanig). Ma fell deoc'h kanañ, deuit e darempred ganeomp : chom a ra plasoù war al leurenn !

 

- Skrivadeg ha Kwiz : d'ar Sadorn 4 a viz Ebrel e sal an Ingalded (6 bali Léon Jouhaux e Naoned). Da 2e. Ar Skrivadeg heuliet gant ar C'hwizz, un darvoud nevez, kenurzhiaet gant DAO. Disoc'hoù ar Skrivadeg vo roet da-geñver gouel fin ar bloaz Kentelioù an Noz.

Un nebeud tirouroù diwar-benn at C'hwiz : digor eo d'an holl, tud deuet ha bugale, deraouidi pe brezhonegerien ampart ; skipailhoù etr 3 ha 5 den, gant bugale pe krenarded er skipailhoù pe get (adalek 7 bloaz) ; 5 rummad goulennoù : istor-douaroniezh, sevenadur, sport ha dudi, skiantoù ha natur, brezhoneg ; lusket e vo e brezhoneg penn da benn met skignet ar goulennoù e divyezh ; gourfenn evit ar skipailh a yelo ar maout gantañ d'an 13 a viz Even (n'eo ket bet divizet al lec'h) ; merenn-vihan profet d'an holl. Enskrivadur dre strollad (etre 3 ha 5 den) pe hiniennel (savet e vo skipailhoù ganto). Aliet hoc'h da lakaat hoc'h anav a-raok ar Merc'her 1añ a viz Ebrel.

Evit lakaat hoc'h anvioù, kit e darempred gant Kentelioù an Noz, dre bellgomz, 02 40 20 39 74, pe dre vail, kenteliouannoz [at] gmail.com.

 

Kemer a ra perzh Kentelioù an Noz ivez e :

- Dorioù digor e Yezhoù ha Sevenadur ha dijuniñ triyezhek : e Sant-Ervlan, d'ar Sadorn 4 a viz Ebrel, eus 9e da 1e.  Dijuniñ e brezhoneg, galeoueg ha galleg gant Hervé Lossec ha Daniel Giraudon, eus 9e30 da 11e. Adalek 11e, dedioù er c'hKDSK gant Hervé Lossec ha Daniel Giraudon. Digor d'an holl. E Yezhoù ha Sevenadur, 13 straed ar breolimer, e Sant-Ervlan. Aozet gant Y&S, gant kenlabour Kentelioù an NOz, KDSK, Skol An Emsav ha Skolaj Diwan Liger-Atlantel. Tirouroù : 02 40 85 27 22 - 07 82 70 15 14 – yezhou44 [at] gmail.com

 

- Nozvezh sonerez ha c'hoarioù : karaoké, bling test ha sonadeg Adnos : e Naoned, d'ar Sadorn 4 a viz Ebrel. E Ti-Keltiek, da 8e30. Priz dieub. Aozadur : Yezhoù ha Sevenadur, gant skoazell Kentelioù an Noz. Titouroù : 02 40 85 27 22 – 07 82 70 15 14 – yezhou44 [at] gmail.com

 

Deuit niverus ! Plijus tre e vo evit an holl !

Titouroù : Kentelioù an Noz, 02 40 20 39 74, kenteliouannoz [at] gmail.com, breton-nantes.org

Voir aussi sur le même sujet :
logo Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
[ Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons