Iliz-Veur Naoned bet gwisket e livioù brav, evit brasañ plijadur an holl !
Ur gwir burzhud e oa evit daoulagad an holl re a oa e-tal da Iliz-Veur an Naoned, an abardaez-mañ (30 a viz Kerzu 2016). Pegen brav al lioù o wiskañ an Iliz-Veur, o lakaat ur vuhez dic’hortozet ouzh dremm Iliz-Veur Sant Pêr ha Sant Paol. Tud a lâr e oe livet maen-gwenn an Ilizoù-Veur, e penn-kentañ. Met, er wech-mañ, dre livioù-lugernus eo ez’eo livet, houmañ !
Cheñch a ra liv an dorioù braz doustadig – deus liv melen-aour betek liv glas-noz, da skouer - , fiñval a ra an daolennoù doustadig – anevaled tro-dro da lestr Noe (a zo kozh-Noe, evel-just !), diwar an Testamant kozh, ur c’houblad anezho d’an nebeutañ (div erminig en o zouez, unan gwisket e mod an Hañv, da lâret eo liv an douar nemet penn he lost a zo du, eben gwisket e mod ar Goañv, d.l.e. gwenn-erc’h nemet penn he lost a chom du) evit o mirout a-enep nerzh braz an dour-beuz (penaos nompas soñjal e danjerioù a-vremañ rak ober ar mab-den ken disoursi war hon Douar ken gwallgaset ?) –. Ahanta, setu lioù ken gaer, ken gizidig ma lakeont an dud bezañ eurus.
Lioù ar baradoz a vefe int ? Peadra zo d’en em c’houlenn hag eñ eo bet sklerijennet – deiz pe zeiz en e vuhez - kalon an arzour gant luc’h speredel… Marteze… Pa seller ouzh e lec’hienn rouedadel dezhañ, ne vez ket lâret m’emañ eñ er Feiz pe n’emañ ket. Koulskoude, livet en deus Alain Thomas (bet ganet e 1942) e daolenn vrasañ diwar ginivelezh Nedeleg ha hemañ reiñ anezhi d’an Iliz-Veur (e 2004) ma c’heller sellout outi c’hoazh eno ( www.alain-thomas.com/fr/Livret-pedagogique-Nativite-Alain-Thomas.pdf ).
Kalz a dud a oa. Daoust d’al latar ha d’ar yenijenn. Rak yen-ki e oa en noz-mañ. D’ober petra ? Da sell ouzh lioù eus ar re vravañ evel bugale vihan, sioulig ha peoc’hus, o kenou digoret war nav eur… Da selaou ouzh mouezh dispar Natalie Dessay (Natalie hep « h » , sañset), ur ganerez soprano brudet tre e bedig-bed etrevroadel an opera, o kanãn un Ave Maria. A-walc’h da lakaat kalonou da dridal ! Koulskoude, n’emañ ket pell ar bed a-vremañ gant gwall-daolioù a c’hellfe c’hoarvezout n’eus forzh pelec’h, n’eus forzh pegoulz. Setu perak ez eus un toullad archerien armoù vodern gañte, peadra d’ober a-enep feulsterien eus forzh peseurt tu. Ar Republik o mirout Ilizoù, pe an dud tro-dro d’an Ilizoù… Biskoazh kemend-all !
Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar Alain Thomas (ul livour Breizhat, dre m’en deus daou lec’h-diskouezadeg, a-hed ar bloavez, añvet Al labous-glas pe L’oiseau Bleu e galleg : an eil kostez Vertou, nepell diouzh an Naoned, egile e Pondaven (Penn-ar-Bed), e c’hellit mont da frifurchall e-barzh e lec’hienn : www.alain-thomas.com. Ma fell deoc’h gouzout hiroch diwar-benn traoù teknikel (kevredigezh Luminantes pe an dud a-vicher Spectaculaires-Allumeurs d’images ), sellit war-eeun ouzh (voir le site)