Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Fubudenn : abadenn ziwezhañ disul !
A-raok Kergrist ha Lors Jouin gant "beaj ar Pap", e vo c'hoariet "E kreiz ma bro"
Par Fanny Chauffin pour FC le 22/04/15 12:11
:

A-raok Kergrist ha Lors Jouin gant "beaj ar Pap", e vo c'hoariet "E kreiz ma bro" gant strollad Fubudenn evit an daouzegvet gwechGoude Porspoder, Tregon, Esquibien, Kerien, Kemperle, Karaez, setu tro An Arzhanaou, disul o tont da 5 eur e sal nevez Loeiz Yhuel. Ur grouidigezh gant dibunadeg tud iskis a Vreizh : ar grampouezherez gant un davañter brodet, ur Jean-Mai kamm a lenn Baudelaire, ur punk sot gant Louise Ebrel, ur vonedez ruz entanet gant ar stourm... Sonerezh graet gant div dreujenn-gaol, kanaouennoù e brezhoneg, testennoù savet gant ar strollad, estreget testenn Tangi Malmanche (ar Baganiz') c'hoariet er video.Kan ha diskan, kanaouennoù hengounel, ha kompozet a-nevez.Goude "Dañjerus tamm ebet", "Kurunennoù ar Rouanez", "Opera ar moc'h", setu neuze echu "E kreiz ma bro disul". Un dra nevez war ar stern ? "Penaos buhez, lâre Filo", a vo c'hoariet a-benn c'hwec'h miz, testennoù merc'hed, fentus ha kriz, 'giz anv ar strollad "Fubudenn". Ha dre voneur, e raio glav disul !

Voir aussi sur le même sujet : c'hoariva, krouidigezh, stourm