Un daou ugent bennak a vugale o deus kemeret en devezh dudi brezhonek a oa bet dalc'het e Pleskob d'ar Sadorn 18 a viz Mae. A-drugarez da dud bet deuet a-youl vat, d'ar re bet arc'hantet an degouezh ganto ; gant skoazell an embregerezhioù zo bet lodek ennañ , ar c'hevredigezhioù bet o tegas o gwellañ barregezh da gas ur raktres a-gevret hag evel-just ti-kêr Pleskob hon doa gallet kinniget an devezh dudi-se. Trugarekaat a ra ar gevredigezh Bemdez an holl anezho.
Meur a atalier a oa bet kaset da benn : keginañ, gouren, sonerezh, arzoù kaer, c'hoarioù dindan an amzer... Plijadur a oa bet e-leizh gant ar vugale hag ar gasourien ken-ha-ken.
Un disoc'h ken frouezhus a laka war-wel pegen mallus e vefe soñjal digeriñ ur greizenn dudi vrezhonek a-hed ar bloaz. Padal e tlefe dilennidi tolpad kêrioù Gwened hag ar Rannvro diskouez un tamm youl hag an disterañ entan, pezh n'oa ket er wezh-mañ.
Evit Bemdez,
Bertrand Deléon.