Eil atersadenn ar skrivagnerien Priz ar Yaouankiz
ABP - Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ? Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ? Ar muiañ a labour ?
Katell - Unan hepken meus skrivet, asambles gant Patricia.
ABP - Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?
Meus ket.
ABP- Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?
Katell - Embann Balafenn houarn e galleg. Emaomp o klask un embanner.
ABP- Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?
Katell - Ya, reoù all meus lennet.
Ar re neunt plijet din ar muiañ : An dervenn, Kest, Fulennoù war skubelennoù, Ur bannac'hig avel.
ABP- Deizh ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?
Katell - Dispar eo diazez ar raktres. Kemer muioc'h a amzer gant ar skrivagnerien : goulenn gante istorioù a galite uhel ha sikour anezho da ziorren o istorioù ha da zispakañ brav o fluenn.