Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Dépêche -
Lumumba, un haroz evit holl stourmerien ar frankiz
Kongo, c'hwec'h mizvezh emrenerezh ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 27/08/11 0:09

Kongo, c'hwec'h miz emrenerezh...

Start ar film, kriz ha laouen war un dro. Kregiñ hag echuiñ a ra gant bourevien o teviñ tamm ha tamm korf Patrice Lumumba troc'het e tammoù, devet betek an tamm dilhad diwezhañ, ha mouezh an arroz o lavarout : "ne lavarit ket dezho penaos on marvet. Perak o deus kement hag aon evit lakaat ma c'horf da vont da netra ? Perak ?"

Kontet e vez barzh ar film-mañ pegen diaes e oa (hag eo) evit ur vro aloubet gallout kaout e emrenerezh, pa vez an arme bro Belgia a chome, pa oa an URSS, komunisted a-enep Europa ha Stadoù Unanet o lodenniñ ar bed. Pa soñjer eo ar vro gentañ gant e emrenerezh, Haiti, bro baourañ ar bed hiziv an deiz. Ne blij ket d'an alouberien koll ar rogad ...

Erruet e oa Lumumba re abred, heuliet gant tri Mobutu, diktatourien a asant gant an holl embregerezhioù bedel ober ar pezh o deus c'hoant ...

Met hiziv c'hoazh e vez ur bern tud oc'h enoriñ Lumumba, prest evel ur bern tud all o deus stourmet gantañ da vervel evit frankiz e vro, un den a gomze brav.

Met ne c'helle ket stourm a-enep tud prest da lazhañ forzh piv evit mirout ur vro gant kement a aour, diamantoù, manganez, pinvidegezhioù ha sklaverien war un dro ...

En Afrika ar Su, lakaet o deus 800 bugel e Soweto ha 26 bloavezh toull bac'h Mandela rod an istor da dreiñ. Met n'eo ket echu stourm ar re baour ha gwasket er bed.

Voir aussi sur le même sujet : stourm,Afrique
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 1 commentaires
If Le Mardi 30 août 2011 10:12
Bof. Bremañ gant tout ar pezh a c'hoarvez en Africa ar Su (feulster, disurentezh...)... pell eo da vezañ ur baradoz (eufemism !). Diwanet 'z eus un Apartheid all, 'benn ar fin: ar re binvik a c'hell bevañ e karterioù kloz ha diwallet (re wenn alies)... hag ar re all. Ha bremañ eo tro ar re wenn vunut da vout gwasket, a lavar lod: unan noa goullet an "azil politikel" digant ar C'hanada n'eus ket pell... pff.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons