Put your name here

Stajidi an eilvet sizhunvezh dirak Lise Kastellin
Stajidi an eilvet sizhunvezh dirak Lise Kastellin
Reportage
Keav : 400 den e korf div sizhun !
Dreist e oa staj Keav ar bloaz-mañ, evel e oa bet dreist abaoe fin an eilvet brezelbed : stajidi e leizh, kanerien, konterien, tud eus New York, Iwerzhon, bugale, babigoù, tud kozh...
Reportage de Kerne Multimedia

Publié le 29/07/23 12:00 -- mis à jour le 29/07/23 12:00
ar c'honter Daniel Carre e staj Keav :
Réalisation : tv bro kemperle- fea
(157 vues)

Dreist e oa staj Keav ar bloaz-mañ, evel e oa bet dreist abaoe fin an eilvet brezelbed : stajidi e leizh, kanerien, konterien, tud eus New York, Iwerzhon, bugale, babigoù, tud kozh... Un doare burzhud a c'hoarvez pep bloaz e Kastellin : div sizhunvezh gant 400 den prest da begañ barzh, da wellaat o zamm brezhoneg dezhe, da vevan e brezhoneg 100% deus o amzer, da lvivañ, foetañ bro, gontañ sorbiennoù, deskiñ micherioù ar radio hag ar c'hleweled, deskiñ skrivañ...

Oberiantizoù a vil vern, kan da vintin, kan goude merenn holl asambles, gouren, yoga, dans hengounel, prezegennoù, pffff ! Nag a draoù.

A-drugarez da youl an dud feal a youl vat (Ana ar Beg, Cedric Choplin Emile Granville, Rejin Gwilhamot, William Landin, Alan Tudoret, JYves Kervareg, Loeiza an Duigou, Clyde Dlugy Belmont...) d'ar gevredigezh e vez aozet pep bloaz ar staj, ha d'ur vaouez a vicher. Ha tout an dud da sikour, da gemer ar skubellenn, ar spouenn, evit ma vefe propr an ti (lise micherel al labourerien douar) a-hed ar staj. Ha sur a-walc'h, ul lec'h burzhudus evit bodañ ar re a lak ar brezhoneg da vont war raok war ar wagennoù, ar vuhez skol, ar vuhez familh !

Voir aussi :
2  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.