Evit ar pedervet gwech e vo kinniget d'an holl skolaerien rummadoù divyezhek Breizh (Dihun, Divyezh, Diwan) pevar levrig da lenn. Aozet e vez ar priz-se gant ar gevredigezh fea, deus An Arzhanaou.
Istorioù a gont un dra c'hoarvezet d'ur paotr pe d'ur plac'h a oad gant al lennerien yaouank, skrivet gant pevar skrivagner (tri anavezet mat dija : Jakez Erwan Mouton, Mai-Ewen, Yann-Fanch Jacq, hag ur skrivagnerez nevez, Delphine Primault).
Tangi a blij dezhañ c'hoari gant ar merien. Met un devezh deuet eo a-vent ganto, ha sikouret en deus ar rouanez da vezañ trec'h wa e enebourien ("Tangi hag ar merien"). Nana Marina a zo aet skuizh da vevañ etre ti Mammig ha ti Tadig, hag un nozvezh dibab a ra cheñch ti e kreiz an noz. Nag a boan ! ("Me Nana Marina"). Klañv eo ar plac'hig, met petra a zo c'hoarvezet e-barzh an ti a zo ken didrouz, ken sioul ? ("Bleunioù e-leizh"). Div vignonez, un dilojañ. Ha diaes eo derc'hel gant ar vignoniezh pa vez ken pell an eil d'eben ? ("An dilojañ").
Mont en dro ar priz ? Gourc'hemenn ar pevar levr (unan dre vugel, pe rummadoù evit ar c'hlas) da Geit Vimp bev. Dont da gerc'hat anezho e saloñs Karaez. Lakaat ar vugale da lenn anezho. Implij ar CD profet gant testennoù ar pevar levrig lennet gant Sten Charbonneau. Lakaat ar vugale da dabutal war al levr o deus karet ar muiañ. Pediñ ar skrivagner da zont er c'hlas. Votiñ. Kas an disoc'hoù. E miz Even e vez roet ar prizioù d'ar skrivagnerien en ur skol, disheñvel pep bloaz.
Evit gouzout hiroc'h : PDF gant al lizher evit ar skolaerien, ha lec'hiennoù Internet : (voir le site) ha (voir le site)