Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/14/14881_1.jpg
Lena Louarn Prezidantez Ofis ar Brezhoneg hag Emil Granville evit Strollad Breizh.
- Communiqué de presse -
Strollad Breizh o kas war-raok 18 ober a-du gant ar brezhoneg o sinañ ar Garta \Ya d'ar Brezhoneg \
Sinet e oa bet an emglev "Ya d'ar brezhoneg !" gant Emile Granville, mouezh-aotreet ar strollad hag eilmaer Redon, d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel 2009 e Roazhon gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg. Divizet en deus Strollad Breizh lakaat e pleustr en e vont en-dro 18 ober evit ar brezhoneg.
Par Gérard Olliéric pour Parti breton le 23/04/09 16:24

Sinet e oa bet an emglev "Ya d'ar brezhoneg !" gant Emile Granville, mouezh-aotreet ar strollad hag eilmaer Redon, d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel 2009 e Roazhon gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Divizet en deus Strollad Breizh lakaat e pleustr en e vont en-dro 18 ober evit ar brezhoneg. Lod anezho aes da gas da benn ha reoù all a vo da seveniñ war hir dermen. Holl skoroù brudañ ha kehentiñ ar strollad a vo divyezhek diwar vremañ : traktoù, kartennoù-ezel, paper-lizher, lec'hienn Genrouedad, responterez, fichennaoueg chomlec'hioù, logo.

Mod-all ez eus bet divizet gant Strollad Breizh implijout ar brezhoneg el luganoù ha war ar gitonioù savet da-geñver emvodoù pe kendivizoù. Ur stummadur war ar brezhoneg a vo kinniget d'e zilennidi ha d'e izili hag ur stummadur war ar politikerezh yezh e Breizh. Ober a raio e doare ma vo implijet ar brezhoneg en emvodoù foran da-geñver emelladennoù a bep seurt ha prezegennoù. Anvet e vo gant ar Strollad un den dave evit ar brezhoneg a c'hello kenlabourat gant an Ofis.

Bountet e vo gant dilennidi Strollad Breizh en o c'humunioù evit ma vefe sinet ar garta "Ya d'ar brezhoneg !" ha heuliañ a raint a-dost al labour d'ober evit skoazellañ ha diorren implij ar brezhoneg

Document PDF Prezegenn Lena louarn. Source :
Document PDF . Source :
Document PDF Prezegenn Emil Granville. Source :
Cet article a fait l'objet de 1115 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons