Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Mouezh Breizh en Europa : Skoazellit al listenn nemeti 100 % breizhat ha 100 % europat.
Unaniezh Europa he devez levezon warnomp rag-eeun. Un darn eus arc'hant Europa a vez implijet e Breizh, met e Pariz e vez kemeret an divizoù pennañ. Breizh n'he deus benveg
Gérard Olliéric Par Parti breton le 18/05/09 10:35

Unaniezh Europa he devez levezon warnomp rag-eeun. Un darn eus arc'hant Europa a vez implijet e Breizh, met e Pariz e vez kemeret an divizoù pennañ. Breizh n'he deus benveg politikel ebet evit difenn he lazioù dezhi.

Bras a-walc'h eo Breizh e-keñver Europa. Gant 4,3 milion a annezidi eo pobletoc'h Breizh eget ur pemzek bro bennak en Europa. Gant ur produadur diabarzh kriz (PDK) en tu all da 100 miliard a euroioù, ez a Breizh d'ober ur galloud armerzhel dreist da 20 bro eus Europa. Un dra a vank dimp : ur galloud politikel hag armerzhel kevatal da hini Rannvroioù bras Europa.

Breizh, ur Vroad distad anezhi, a rank gallout adkavout he flas e-touez Broadoù Europa. Ret eo dimp en em harpañ war Unaniezh Europa evit ma vo anavezet hor Gwirioù Broadel, evit ma vo ofisielaet ar brezhoneg hag evit adunvanidigezh politikel 5 departamant Breizh. Breizh ne ray berzh nemet dre dalvoudekaat ar chañs m'eo he zalbenn war ar mor digor d'ar bed.

Deuit da greñvaat ar c'homite skoazell ! Ar chañs o do ar Vretoned da c'hellout votiñ evit ul listenn 100 % breizhat ha 100 % europat ! Kavout a rit kevret programm al listenn " Mouezh Breizh en Europa " e brezhoneg, al lizher goulenn skoazell hag ar fichenn skoazell arc'hant. E touez izili kentañ ar c'homite skoazell e kaver tud o tont eus an armezh, ar politikerezh, hag ivez an arz, evel Nolwenn Korbell, Gwennyn Louarn, Dom Duff ... Kit da c'houzout muic'h war al lec'hienn (voir le site)

N'eus ket da dortal, evit Breizh hag Europa, skoazellit ha votit evit al listenn "Mouezh Breizh en Europa", al listenn nemeti o vezañ war Breizh a-bezh ha Breizh hepken.

Emil Granville, mouezh aotreet Strollad Breizh

SKOAZELL ARC'HANT EVIT DILENNADEGOÙ EUROPA

Gant ho skoazell arc'hant e c'hallimp bezañ war ar renk e dilennadegoù Europa

Gant an difraeoù hon eus graet er mizioù paseet ha gant ar brokus m'oc'h bet hon eus gallet kavout 30 000 €. Ezhomm hon eus c'hoazh eus ar memes sammad pe dost evit peurarc'hantañ embannadur ar paperennoù-votiñ, an disklêriadurioù a feiz hag al liketennoù.

Trugarez evit ho skoazell :

• Dre chekennoù war anv AN TEMZ (gallout a rit sevel 4 chekenn a vo enkefiet e 4 miz ) • Dre ar Genrouedad war lec'hienn suraet Strollad Breizh www.partibreton.org • Dre dreuzkasadenn da AN TEMZ. (15589- 56902 - 04680534540 - 20) • Dre lamadenn emgefre.

An itron, an aotrou,.................................................................................... a ro da Strollad Breizh, dre hanterouriezh e gevredigezh arc'hantañ AN TEMZ, ar sammad a ...................

Chomlec'h post : .................................................................................... Pellgomz : ............................................................................................. Postel : .................................................................................................

Gallout a ra ho roadenn bezañ lamet eus ho tailhoù evit darn. Evit 100 € roet hiziv e c'hallot lemel 66 € eus ho tailhoù e 2010. A-benn fin 2009 e resevot ho paperenn evit an tailhoù.

Chomlec'h AN TEMZ : 30 straed ar c'habiten Marlette 56100 An Oriant

Den e karg : Herve ar Gwenn (pellgomz : 06 15 99 50 82 - 02 97 87 18 09)

Document PDF 15168_2.pdf lizher E. Granville. Source : Strollad Breizh
Document PDF 15168_3.pdf Mennozhioù. Source : Strollad Breizh
Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons