© Domaine public

Ti-kêr Plougouskant en deus savet klemm a-enep Ai’ta ! abalamour da begsunioù “E brezhoneg !” peget ouzh panelloù divrezhonek ar gumun. Archerien Landreger o deus galvet ur stourmer deus Ai’ta !

Ti-kêr Plougouskant en deus savet klemm a-enep Ai'ta ! abalamour da begsunioù “E brezhoneg !” peget ouzh panelloù divrezhonek ar gumun.

Archerien Landreger o deus galvet ur stourmer deus Ai'ta ! evit ma vo goulennataet d'ar sadorn 22 a viz Evenda geñver an enklask kaset gante.

Pediñ a ra Ai'ta ! an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg hag e dazont d'en em gavout dirak archerdi Landreger, 6 straed ar Minic'hi, disadorn adalek 2 eur 15 goude kreisteiz, evit skoazelliñ an den galvet koulz ha diskwel o youl da welet hor yezh e pep lec'h e rvuhez foran, en Plougouskant evel e-barzh lec'h all.

Ai'ta ! Kreiz Breizh

Ai'ta ! est un collectif de défense et de promotion de la langue bretonne dans la vie publique. Le collectif mène des actions non-violentes et est indépendant de tout parti politique. En savoir plus