Magali Baron a gont deomp ar vuhez e Bro-Israel a-raok ar brezel.

Penaos e oa an aergelc’h e Bro-Israel a-raok ar brezel ?

Penaos e veze bevet etre yuzevion, muzulmaned ha kristenion war ar pemdez ?

Bevet he deus Magali Baron e Nazared hag e-tal Jeruzalem e-pad daou vloaz, desket hebraeg hag arabeg ganti.

Kontañ a ra da vikro Lionel Buannic, hec'h istor, ar vuhez etre an dud hag an darempred etre an holl gumuniezhioù er vro-se.

Un abadenn istitlet e brezhoneg.

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.