
d'an 18 a viz Mae 2024, er Vro Vigoudenn.
Demat tudoù,
Ar Redadeg 2024, evit kas war-raok ar brezhoneg (raktresoù ha sikour Diwan), a dreuzo ar Vro d'ar sadorn 18 a viz Mae 2024, etre eur ha 3 eur goude merenn.
Deuit niverrus.
Gellout a rit redek, harpañ an heuliadeg a-hed an hent, ha prenañ ur c'hm ( ) !
Ken veoc'h gwelet war an hentoù !
(didennadur kemedel 66% evit an hiniennoù)
Arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo ar Redadeg a rummad da rummad, a vro da vro, en ur zastum arc’hant evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.
Ganet e 2008, un darvoud a bep eil bloaz eo. An trede Redadeg a oa e miz Mae 2012, eus Brest da Zouarnenez
Redek a reont milliadoù a dud, noz ha deiz, dre an 5 departemant Breizh.
Redadeg a-eilek km ha km a-hed 1500 km, ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo enni ur gemennadenn guzhet, treuzkaset eus an eil dorn d’egile hag a vez lennet en degouezh.
Un darvoud ar un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.
Aozet e vo e 2014 eus Montroulez d'ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d'ar Sadorn 31 a viz Mae.
ar Redadeg - BP 15 - 35310 Morzhell / Mordelles - 09 61 20 26 11
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !