Put your name here

Votet oa bet al lezenn Molag dec'h
Votet oa bet al lezenn Molag dec'h

Chronique
Un devezh brav evit yezhoù bro Frañs ?
War ar rouedadoù sokial, meuleudi evit ar ministr Molag, meuleudi evit ar stourm kaset abaoe kement a amzer, sifroù a lak diaes ar Jakobined, komzoù Blanquer aet da get : penn kentañ gwirioù ar yezhoù "bihan" doujet e bro C'hall ?
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 9/04/21 9:07 -- mis à jour le 09/04/21 09:07

War ar rouedadoù sokial, meuleudi evit ar ministr Molag, meuleudi evit ar stourm kaset abaoe kement a amzer, sifroù a lak diaes ar Jakobined, komzoù Blanquer aet da get : penn kentañ gwirioù ar yezhoù "bihan" doujet e bro C'hall ? Da ziwall a zo memestra : 300 bugel nebeutoc'h e Diwan e distro-skol diwezhañ, Lann er ster o serriñ an eilvet klas e brezhoneg ar bloaz-mañ, bugale gant kelennerien n'int ket erlec'hiet, e lise Diwan Karaez, un eurvezh brezhoneg hepken e klas Termen, opsion gallaoueg o tremen eus 200 lisead da 17 e 2020/2021...

Un devezh brav, ya, selaou tud e Paris o komz diwar an alsasianeg, an okitaneg, ar Platt... Tud o kontañ o istor liammet gant o yezh...

Met n'eo ket echu ar stourm, pell alese, ken diaes eo evit ur vro greizennet evel bro C'hall da asantiñ gant ur yezh all estreget ar galleg, daoust d'al live dister e yezhoù a zo gant 90% ar studierien e Termen...

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.