Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
Howard Phillips Lovecraft
photo
photo
- Anniversaire -
nidiad, ur bloavezh nevez.
Kevarc'h, Ur bloavezh nevez zo erruet ha gantañ deroù eil bloavezh Nidiad, ar gelaouenn lennegel nevez he deus nodet warlene. Abaoe he ganedigezh ez eo aet war vrasaat, war ziorren, war
Par Hoel Mahe pour Nidiad le 24/01/11 22:47

Kevarc'h,

Ur bloavezh nevez zo erruet ha gantañ deroù eil bloavezh Nidiad, ar gelaouenn lennegel nevez he deus nodet warlene. Abaoe he ganedigezh ez eo aet war vrasaat, war ziorren, war gempleshaat. Bet eo ar skrivagnerion anezhi o sevel goulennoù, atersoù tro dro da zodennoù liesseurt, ha pa vent o sellout an arnevezelezh, breskted an harzoù etre barzhoniezh ha komz plaen, orinoù kealiadek hag ideologek an hollveliegezhioù hag ar faskouriezhoù pe al liammoù a vez etre prederourion an Henamzer, ar Grennamzer, an oadvezhioù arnevez ha kempred. Ul lec'h, ul load zoken, eo bet ivez da skrivagnerion ha da varzhed yaouank da glask, e douaroù ergerzhadus dezho, un dra piaouel dezho ; braventezh imbourc'het e dec'hmeg speredoù nevez.

Da gregiñ ar bloavezh nevez e kinnig Nidiad un niverenn dibar, gouestlet d'ar skrivagner norzhamerikan Howard Philips Lovecraft. Enni e kavor peurgetket div gevellenn hag ur pennad studi diwar dorn ar skrivagner troet gant daou eus skridaozerion ar gelaouenn ha ditouroù buhezel diseurt. A-walc'h da hetiñ dellezek ar bloavezh nevez !

Evit ar re o defe c'hoant emvataat eus niverennoù ar bloavezh kent, e c'hellont o urzhiañ da renerezh Nidiad, o c'houzout e vo 5 euro priz ur gelaouenn ha ne vo priz stroll ebet evit an niverennoù-se.

A galon,

Nidiad

Document PDF Teul koumanantiñ. Source :
Voir aussi sur le même sujet : nidiad
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
Cet article a fait l'objet de 1130 lectures.
logo Nidiad : ur gazetenn lennegel ijinet ha krouet gant ur strollad yaouank hag a zo e brezhoneg penn da benn !
[ Gwelout pennadoù all Nidiad]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 6) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons